Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Aet eo Sylvie Jouan d'an Anaon
Gant doan ha from bras eo o deus klevet izili Div Yezh ez eo aet Sylvie Jouan d'an Anaon. Deuet e oa Sylvie e Div Yezh, kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhonek er skol bublik e Roazhon ha kemeret ar garg a brezidantez er gevredigezh lec'hel. Ezel eus burev Div Yezh Breizh e oa bet ivez.
Paul Molac Par Div Yezh le 23/10/10 12:06

Gant doan ha from bras eo o deus klevet izili Div Yezh ez eo aet Sylvie Jouan d'an Anaon.


Deuet e oa Sylvie e Div Yezh – kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhonek er skol bublik e Roazhon pa oa c'hoazh APEEB an anv anezhi –, ha kemeret ar garg a brezidantez er gevredigezh lec'hel : Div Yezh bro Roazhon. Ezel eus burev Div Yezh Breizh e oa bet ivez.


Labouret start he doa e-pad meur a vloaz evit ma vefe anavezet ha kelennet ar brezhoneg ha dre ar brezhoneg er skol bublik.


Izili Div Yezh a gemer perzh e glac'har hag e kañv tud he familh. E-ser he gwaz hag he zri bugel eo marvet Sylvie diriaou.


En he gourvez emañ en Ti-kañv – Sal Brehat

33 straed Victor Segalen e Roazhon : 02 99 36 71 95


Hec'h obidoù a vo lidet d'al Lun 25 a viz Here e sal Bered ar Reter e Roazhon ma vo lakaet en douar e-tro 3 eur g.k. Emgav da 2 e 30.


Ur jarl a vo lakaet e digor ar sal ma c'hallo an dud ober un donezon evit an imbourc'h ouzh ar c'hrign-bev.

Voir aussi :
Vos 1 commentaires :
Cédric choplin Le Mardi 2 novembre 2010 08:38
Da viken hor bo keuz dezhi, ur vaouez a benn, ur vaouez a galon. Moarvat n'hon eus ket trugarekaet anezhi a-walc'h pa oa amañ ganeomp o stourm evit hor bugale hag hor yezh...
Mantret on o klevout eo aet diouzhomp. Soñjal a ran en he gwaz, en he bugale a zo bet deskibien din.
Ur skouer eo sylvie evidomp. Marvet eo he c'horf; he goanag hag he spered a chom bev hag a ambrougo ac'hanomp betek hag en tu all d'an trec'h, kenvroiz ker.

(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons