D'ar 25 a viz Genver 2013 eo aet Kristian Brisson da Anaon d'an oad a 85 bloaz.
Skrivagner puilh a-walc'h e veze goulennet alies outañ reizhañ skridoù a-bep seurt, evit Ti ar Skolioù Brezhoneg da skouer.
Ar brezhoneg a oa yezh an tiegezh bet savet gant e wreg Marcelle d'ur mare ma oa rouez an dra-se e Plougastell.
Ezel feal eus Emglev An Tiegezhioù, kristen gredus, en doa kemeret ur perzh bras e Bleun-Brug Penn-ar-Bed. E 1984 oa bet gant e wreg hag e vamm-gaer o tiazezañ kumuniezh katolik vrezhonek "Minihi Levenez" e Trelevenez.
Pediñ a ra EAT e izili da vont da gemer perzh e en obidoù a vo lidet d'ar Meurzh 29 da zek eur e iliz-parrez Plougastell pe d'en em unaniñ a galon gant e dud ha gant familh vras ar vrezhonegerien.
--