Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
E bourzh ar vag, war-zu Enez Eussa (2009, Tro Sant Paol)
- Dépêche -
Aet eo Job an Irien da Anaon
Ur beleg karet hag anavezet gant kalz a dud, hag ur brezhoneger a-feson...
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 3/02/25 23:35

Ma ‘z eus unan hag a zo bet ur marc’h-labour ez eo Job An Irien. War dachenn ar yezh hag ar Feiz.

 

E-penn ar « Minihi-Levenez », ar greizenn gatolik e Penn-ar-Bed, bet savet gantañ, dindan goulenn Aotroù an Eskob Kemper, daou-ugent vloaz zo, e oa Job, ouzhpenn un den a Feiz, un dudenn zivent e bed ar brezhoneg.

 

Beleg, beajour, skrivagner, klasker e oa barrek-tre war ar broioù keltiek ha Breizh. Brezhoneger a-vihanik e oa.

 

D’an ampoent, pa skrivan ar gerioù-mañ ne ouian ket pegoulz ha pelec’h e vo lidet an interamant. Ne ouzer nemet ez eo aet da Anaon abred disul. Gortozet  e oa dre ma oa deuet da vezañ kozh ha klañv.

 

Komzet e vo diwar e benn diwezhatoc’h.

Hep gortoz, setu evit an tamm keloù pouezus-mañ.

Addendum /Ouzhpennad (digant kevredigezh ar Minihi):

Dimerc'her 5 (a viz C'hwevrer 2025) e vo lidet an interamant e Landerne hag e vo beziet Job e Trelevenez

Voir aussi sur le même sujet : Job, catholique, breton
0  3  
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 9) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons