Falc'het eo bet hor c'henseurt Daniel Hybois, kazetenner ha luc'hskeudenner, gant an Ankoù. Gant e labour hag e garantez evit hor bro e oamp deuet a-benn da reiñ blaz en-dro da ouel Kala-Mae, gouel barr-Mae. Diouzh e demz-spered hegarat e venne Daniel lakaat war wel perzhioù sokial ar gouel

Falc\'het eo bet hor c\'henseurt Daniel Hybois, kazetenner ha luc\'hskeudenner, gant an Ankoù. Gant e labour hag e garantez evit hor bro e oamp deuet a-benn da reiñ blaz en-dro da ouel Kala-Mae, gouel barr-Mae. Diouzh e demz-spered hegarat e venne Daniel lakaat war wel perzhioù sokial ar gouel breizhat-mañ stag ouzh al lid etrebroadel.

Kas a reomp hor gourc\'hemennoù a gengañv d\'e familh ha d\'e dud nes.

Evit ar gevredigezh Bemdez,

Bertrand Deléon. --------------------------------------------------------------------- Kevredigezh / Association BEMDEZ Ti ar c'hevredigezhioù / Maison des associations 6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie 56 000 GWENED / VANNES – Pgz / Tél. 06 11 51 43 15