- Dépêche -
Aet eo Chanig ar Gall d'an Anaon
Gwreg Charlez ar Gall, brudet e oa evit bezañ kroget gant abadennoù radio ha skinwel e brezhoneg en ORTF
Par Fanny Chauffin pour ABP le 10/04/12 22:18
Obidou Chanig a vo lidet d'ar gwener 13 a viz Ebrel e Brest da 4 Eur 1/2 e Brest er Vern.
Heuliañ he gwaz Charlez ar Gall marvet e 2010 he deus graet Chanig. Graet he doa gantañ un hir a hent e bed ar c'hleweled e brezhoneg : pa oa an ORTF, graet o doa kalzig a draoù evit ar skingomz hag ar radio e brezhoneg. Desket he doa ar brezhoneg evit gallout kemer perzh e abadennoù kentañ gant he gwaz, war Radio Brest da gentañ e 1964 ha da c'houde e Tele Bretagne pa oa bet krouet Breiz o veva, ar "magazin" kentañ e brezhoneg evit ar skinwel e 1971.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....