

Gant ar vrasañ tristidigezh e kemenn deoc'h Breizhiz ar Bed e oa aet Bernez An Nail d'an anaon Dimeurzh 5 mintin a viz Genver d'an oad a 63 bloaz. Kaset e oa bet Bernez en ospital Pontchaillou eus Roazhon d'an noz Nedeleg, met spi a oa chomet ganeomp abaoe o c'hortoz gwelladenn e yec'hed.
Gant ar vrasañ tristidigezh e kemenn deoc'h Breizhiz ar Bed e oa aet Bernez An Nail d'an anaon Dimeurzh 5 mintin a viz Genver d'an oad a 63 bloaz. Kaset e oa bet Bernez en ospital Pontchaillou eus Roazhon d'an noz Nedeleg, met spi a oa chomet ganeomp abaoe o c'hortoz gwelladenn e yec'hed. Siwazh e oa daet evit hor c'heneil karet an eur da vont er bed all, o kuitaat e familh hag e gamaladed goude bezañ ken stourmet evit identelezh hor bro.
Ur vuhez gouestlet da sevenadur hag armerzh Breizh eo bet hini Bernez An Nail. Goude studioù uhel en HEC (1970), e vevas Bernez en estrenvro (Meksik ha Kalifornia) a-raok distreiñ da Vreizh e-lec'h ma voe sekretour meur ar CELIB ha da c'houde ar c'hentañ rener eus Skol Uhel Ar Vro e-pad 17 bloavezh (1983-2000).
Goude ar prantad-se e savas an embannadurioù “Les Portes du Large” gouestlet da sked Breizh er bed (Bretoned vrudet e broioù pell, ergerzhourien, anvioù-lec'h ar bed a orin breizhek), he sevenadur hag hini ar broioù keltiek. Skrivañ a reas e-unan meur a levr war an danvezhioù-se. A-hed e vuhez labour e oa chomet Bernez e darempred gant an OBE – Breizhiz ar Bed, ar pezh a veze un harp dibar evidomp.
Gwaz Jacqueline ha tad tri bugel, brezhoneger ampart, ur mignon bras an hini eo hon eus kollet. Kenavo a laromp dit, Bernez, e-pad lid da obidoù en iliz saint Clément eus Roazhon digwener 8 a viz genver da 2 eur ! Nag un dienez divent a santomp-ni holl dijà !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !