Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
David Robo maer Gwened (a-zehou)  Riwal Huon loread ar priz lennegel (e-kreiz) ha Yann an Aod aozer kentañ priz lennegel kêr Gwened (a-gleiz)
David Robo maer Gwened (a-zehou) Riwal Huon loread ar priz lennegel (e-kreiz) ha Yann an Aod aozer kentañ priz lennegel kêr Gwened (a-gleiz)
- Dépêche -
Aet eo ar maout gant Riwal Huon !
Aet eo ar maout gant Riwal HUON e Saloñs al levrioù kêr Gwened ! Evit an trede gwezh, e-korf ur bloaz, ez eus bet deroet ur priz lennegel da Riwal Huon
Par Yann An Aod pour Kelc'h Sevenadurel Gwened le 20/06/11 15:44

Aet eo ar maout gant Riwal HUON e Saloñs al levrioù kêr Gwened !

Evit an trede gwezh, e-korf ur bloaz, ez eus bet deroet ur priz lennegel da Riwal Huon evit e romant "Ar marc'h glas". Ar brud zo gantañ !

Un danvez skrivagner deus ar re wellañ eo Riwal Huon. Un den entanet evit ar brezhoneg hag a oar kizellañ frazennoù gant gerioù diuzet, un heson barzhoniel dezho. Ur skrid fromus ha frealzus eo o lakaat splann war-wel kizidigezh kalon ar skrivagner hag e zoujañs d'e nesañ.

Goude bezañ tremenet dibreder bloavezhioù yaouankiz war ar maez e teuy blaz ar c'hwerv d'en em silañ e planedenn Gwenole, tudenn ar romant. Graet freuz-stal gant e dud ha seziz war o atant e vint holl rediet da vont da vevañ e kêr, ur bed nevez ha dianav dezho. N'eo ket Gwenole paotr ar skol ; neuze ez aio-eñ da zarbarer gant Marsou, un toer diouzh e vicher ha mignon d'e dud. Hennezh o ren ur vuhez a seblant bezañ didrabas gant ma seller ouzh he diavaezioù hepken. Ur sell paret war ur bed kriz ha tener, e tezrevell an oberour deomp trubuilhoù ha prantadoù eurvad a ya d'ober planedenn Yann Toer, ha se gant un doare skrivañ simpl hag efedus. Ur gwir lennegezh eo romant Riwal Huon hag ur skouer deus an dibab d'an neb a vez douget d'ar skrivañ, pe tik gant al lenn.

Ul levr aes ha plijus da lenn eo "Ar marc'h glas" o kas al lenner da heul Gwenole hag e donkadur.

Voir aussi :
logo
Kelc\'h Sevenadurel Gwened zo e bal brudań ha kas war-raok sevenadur Breizh hag ar brezhoneg abaoe 1973.
[ Gwelout pennadoù all Kelc\\\'h Sevenadurel Gwened]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons