Annie Coz e Saloñs al levrioù e Gwened
Annie Coz e Saloñs al levrioù e Gwened © photographe
Roidigezh ar prizioù lennegel e Gwened
Roidigezh ar prizioù lennegel e Gwened © photographe

Gant Annie Coz eo aet ar priz lennegel e brezhoneg 2015 evit he dastumad danevelloù a zo e ditl "Bili er mor", embannet gant Skol Vreizh. Ur Vigoudenn eo, desket ganti

Gant Annie Coz eo aet ar priz lennegel e brezhoneg 2015 evit he dastumad danevelloù a zo e ditl "Bili er mor", embannet gant Skol Vreizh.

Ur Vigoudenn eo, desket ganti yezh ar vro war barlenn he mamm ha chomet e don he c'halon.Skridoù fromus hag awenet mat a deu diwar he fluenn.

Kejadenn, an titl-mañ a zo bet roet da unan deus an danevelloù a ya d'ober korf "Bili er mor". Setu aze ar ger nemetañ a glot mat gant ar bedig pemdeziek ma vez kaset Yann Lenner ennañ gant ar skrivagnerez. An tudennoù, maouezed an darn vrasañ anezho, zo rediet da zougen o flanedenn daoust d'an diaesterioù, d'ar skoilhoù war o hent, da c'hortoz mareoù plijusoc'h. Kejañ a raint tro ha tro gant ar blijadur hag ar garantez, met ivez gant troioù-gwidre Mab-den o klask en em ziluziañ deus un enkadenn bennak.

Lenn zo un dudi hag un digarez da brederiañ a-wezhioù ; gant an dastumad danevelloù-mañ ho po tro d'hen ober.

Kelc\'h Sevenadurel Gwened

Cercle culturel de Vannes créé en 1973. Son but est de promouvoir et développer la culture et la langue bretonnes. En savoir plus