Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Disparition -
Aet eo An Tad Fañch ar C'hemener d'an anaon
E L'Etang-la-Ville, d'ar 25 a viz Gouere 2009 KEMENNAD BdM-OBE 2009-06 Gant kalz a c'hlac'har e kemenn Breizhiz ar Bed – OBE eo aet a daol drumm d'an Anaon an Tad Fañch
Eric Pianezza Le Page pour Bretons du Monde le 25/07/09 18:20

E L'Etang-la-Ville, d'ar 25 a viz Gouere 2009

KEMENNAD BdM-OBE 2009-06 Gant kalz a c'hlac'har e kemenn Breizhiz ar Bed – OBE eo aet a daol drumm d'an Anaon an Tad Fañch ar C'hemener d'an oad a 84 vloaz ,digwener da noz 24 a viz Gouere. Anavezet mat e oa Fañch e barzh kumuniezh ar Vretoned divroet e Bro Bariz. Aluzenner e oa bet an Tad Kemener er barrez Mission bretonne/Ti ar Vretoned eus 1970 betek 2003. Gant Fañch n'eo ket hepken ur beleg ordinal hag a vo degemeret er baradoz met ivez ur gwir stourmer evit identelezh Breizh hag a voe oberiant e-pad e vuhez a-bezh.. Ma voe un beleg aketus o reiñ un dremm hoalus d'ar feiz kristen, e voe ivez ur mignoned degemerus e-keñver an holl Vretoned nevez erruet e Pariz hag un animatour ampart hag a oueze reiñ ur vuhez gredus d'e sal-barrez. Piv e-touesk ar Vretoned Bro-Bariz n'aneveze ket an 22 straed Delambre Pariz 14vet ? E gwirionez e oa liammet anv Fañch da sked parrez ar Vretoned divroet. Beb sul e oa aozet festoù-deiz gant sonerien ha danserien Bro-Bariz. Ahed ar sizhun e oa dalc'hmat un dra bennag o sellout ouzh ar sevenadur breizhek kement e-keñver kelenn ar brezhoneg hag an dañsoù hag ar sonerezh. Atav e chomo bev spered Fañch e koun ar Vretoned divroet !.

Lidet e vo e oferenn-gañv dilun da 14 eur 30 en iliz Intron Vari ar Baradoz en Henbont. Beziet e vo Fañch e bered e barrez genidik a Neulieg. Doue d'e bardono !

Kenavo Fañch !

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons