Put your name here

photo 1
photo 2
photo 3
photo 4
« Adkregiñ a ra livioù »... breizhek, hon aodoù Liger-Atlantel !
Gourc'hemennoù a ra ar strollad 44=Breizh d'ar geodederien o deus duet koulzad touristel nevez Broioù-al-Liger. Gant doareoù ar re a stourm a-enep d'ar bruderezh, ez eus bet digoret pannelloù 'zo
Reportage de 44=Breizh

Publié le 15/07/11 14:22 -- mis à jour le 00/00/00 00:00


Gourc'hemennoù a ra ar strollad 44=Breizh d'ar geodederien o deus duet koulzad touristel nevez Broioù-al-Liger. Gant doareoù ar re a stourm a-enep d'ar bruderezh, ez eus bet digoret pannelloù 'zo ha skrivet ouzh ar skritelloù a oa enno luganioù e-giz « Bienvenue en Bretagne », « Degemer Mat » hag ouzhpennet « 44=BZH » war lod vrasañ anezho. Ar pet koulzad-mañ warn-ugent kaset gant ar PDL a zo par pe dost ouzh hini ar bloaz tremenet, tro 1.030.000 € e goust dezhañ. E bal a zo brudañ an aodoù ha desachañ tud betek enno.

Goulenn a reomp hag-eñ e vez talvoudus ar c'houlzad kabaliñ-se e Liger-Atlantel, departamant anavezet mat gant e annezidi o aodoù. Ret eo lavaret ivez e vez divyezhek galleg/brezhoneg ul lod vat eus pannelloù tiez-kêr an aod, ha bodet int dindan banniel al label Su-Breizh, a zo efedusosc'h pa vez anv eus desachañ touristed (Pornic-Pornizh, Le Croisic-Ar Groazig, Mesquer-Mesker...).

Souten a reomp an oberennoù disujidigezh sivil heñvel ha dav e vo stankaat anezho tra ma vo lakaet harp gant Broioù-al-Liger war ur processus demokratel a-benn adunaniñ Breizh.

Pegement zo bet lakaet er c'houlzad-mañ ?

Ar vitellerien-livourien o deus implijet un nebeut binviji ha boestoù-livaj (3 € bep a damm), sur ha n'eo ket marteze !

Koulzad touristel 2010 a veze kenarc'hantaouet gant Broioù-al-Liger hag ar Poitou-Charente, ha diskouezet e oa bet en Île-de-France, Broioù Al Liger ha Breizh 4 departamant.

(voir le site)

Skigniit ar gemenadenn-mañ !

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 2 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.