Nous n'utilisons pas de cookies sauf pour éviter de vous représenter ce message et, dans le cas des contributeurs, pour faciliter leur login. Vous êtes cité dans un article ? En savoir plus sur la loi RGPD et en particulier le droit à l'oubli.
Communiqué de presse
Adaozañ ar vro : ar gwallefedoù evit Breizh. Emvod-titourin e Karaez d\'an 6 a viz Gouere
Kevrenn Kreiz Breizh Unvaniezh Demokratel Breizh a aozo un emvod-titouriñ diwar-benn efedoù spontus raktres adreizhañ tiriadoù Sarkozy. Kristian Guyonvarc'h a zisplego deomp efedoù an adaozañ-se war hor bro : diskaret e vo rannvro Breizh e-giz tachenn da ziviz eus dazont ar Vretoned, paouezet e vo gant emrenerezh ar rannvroioù evit ar pezh a sell ouzh ar sevel tailhoù, gwashoc'h e vo c'hoazh an diforc'hioù etre ar rannvroioù, hag echuet e vo gant parder...
Kevrenn Kreiz Breizh Unvaniezh Demokratel Breizh a aozo un emvod-titouriñ diwar-benn efedoù spontus raktres adreizhañ tiriadoù Sarkozy
D'ar Meurzh 6 a viz Gouere da 7 e 30 da noz e sal ti embreregezhioù Karaez T.G. Kerampuilh (e-kichen Leurenn Glenmor).
Mont e-barzh frank
Raktres « adaozañ ar vro » N. Sarkozy hag ar gwallefedoù a vije evit Breizh
Ar raktres adaozañ ar vro bet roet lañs dezhañ gant N. Sarkozy e miz Here 2009 a zo bremañ tabutet warnañ er Parlamant. Degemeret eo bet da vare al lenadenn gentañ gant Bodadenn Vroadel Bro-Frañs d'an 8 aviz Mezheven. Adlennet e vo gant ar Sened adalek an 28 a viz Mezheven. Presidant ar Republik hag e gentañ-ministr a vanka dezhe ma vo degemeret da vat al lezenn-se a-raok miz Gwengolo.
Kristian Guyonvarc'h, kuzulier UDB er Rannvro, bet-eñ bezprezidant ar Rannvro, a zisplego deomp efedoù an adaozañ-se war hor bro : diskaret e vo rannvro Breizh e-giz tachenn da ziviz eus dazont ar Vretoned, paouezet e vo gant emrenerezh ar rannvroioù evit ar pezh a sell ouzh ar sevel tailhoù, gwashoc'h e vo c'hoazh an diforc'hioù etre ar rannvroioù, hag echuet e vo gant parder ar baotred hag ar merc'hed er politikerezh. Kement-se a rankje broudañ ar Vretoned da c'houlen ur gwir c'halloud hag an emrennerezh evit Breizh.
Mona Bras
pour UDB
02/07/2010
10:32:00 — modifié le 6/9/2025 03:58
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !
Laisser un commentaire
Règles des commentaires
Respectez la langue de l’article (FR ⇄ BR).
Pas d’attaques personnelles, de propos haineux, de doxxing ni de trolling.
Respectez la loi : pas de diffamation, propos haineux (racisme, sexisme, homophobie…), négationnisme, apologie de crimes/actes violents, harcèlement ou incitation à la haine/violence.
La rédaction peut publier, refuser ou retirer tout commentaire à sa discrétion, y compris lorsque l’auteur de l’article a déjà modéré (sur ABP les auteurs sont les modérateurs).
En continuant, vous confirmez avoir lu et accepté ces règles.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !