- Communiqué de presse -
Adaoz an tiriadoù : evit un adaoz demokratel
Ul lizher zo bet kaset gant Kevre Breizh d'an holl senedourien ha senedourezed ha d'an Aotrou Gérard Larcher, prezidant ar Sened, evit ma vefe cheñchet an danvez lezenn war adaoz
Par Tangi Louarn pour Kevre Breizh le 23/10/14 11:55

Ul lizher zo bet kaset gant Kevre Breizh d'an holl senedourien ha senedourezed ha d'an Aotrou Gérard Larcher, prezidant ar Sened, evit ma vefe cheñchet an danvez lezenn war adaoz an tiriadoù evit :

• adunvaniñ pemp departamant Breizh, Aodoù an Arvor, Penn-ar-Bed, Il ha Gwilun, Liger Atlantel ha Morbihan en ur rannvro,

• evit ma vije ur gwir dibab hep skoilh didremenus na vet a-berzh ar rannvro kuitaet evit un departamant pe strollegezhioù lec'hel da guitaat o rannvro evit mont en ur rannvro melestradurel stok Breizh navezout

Evit Kevre Breizh, en un doare ledanoc'h, e ranker doujañ da c'hoantoù an dud da zibab ar rannvro a fell dezho bevañ enni ha d'an demokratelezh gwallgaset gant divizoù groñs o rediañ ar ranvroioù da gendeuziñ.

Kevre Breizh a gejo hiziv gant an Aotroù Massiot, prezidant ar Rannvro, asambles gant Breizh Unvan, gant ar pal da greñvaat stourm ar gevredigezh e-keñver ar Parlamant hag ar Gouarnamant.

Evit Kevre Breizh

Tangi Louarn, Gweltaz ar Fur

Document PDF . Source :
Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons