Abadennoù e brezhoneg a vo aozet gant Al Levrig - Ti ar Vro Treger-Goueloù asambles gant kevredigezh Skol ar C'hleuzioù d'ar Gwener 17 ha d'ar Sadorn 18 a viz Du. Ur gaozeadenn a vo d'ar Gwener da noz e Ti ar Vro Kawan, ha dudi an deiz war-lerc'h, chantier
Abadennoù e brezhoneg a vo aozet gant Al Levrig - Ti ar Vro Treger-Goueloù asambles gant kevredigezh Skol ar C\'hleuzioù d\'ar Gwener 17 ha d\'ar Sadorn 18 a viz Du. Ur gaozeadenn a vo d\'ar Gwener da noz e Ti ar Vro Kawan, ha dudi an deiz war-lerc\'h, chantier ha baleadenn e Pouldouran, e-kichen Landreger.
Gwener 17/11, da 8e30 e Ti ar Vro (Kawan) Ul labour dispar a ra Fañch Jestin hag e gevredigezh Skol ar C\'hleuzioù da adsevel kleuzioù e bro ar Roc\'h Derrien. Dont a raio da gontañ dimp ar perag hag ar penaoz ha kinnig troñsañ hon mañchoù a-benn lakaat an traoù e pleustr er chantier divyezhek a vo en deiz war-lerc\'h e Pouldouran.
Sadorn 18/11 - Pouldouran 9 eur 30 beure : sevel ur voger vein sec\'h gant Skol ar C\'hleuzioù 2 eur goude merenn : baleadenn war Hent ar c\'hleuzioù Emgav da 9e30 (pe 2e) war blasenn Bouldouran.
Ur wech ar miz, d'ar Gwener da noz da 8e30 e vez aozet un abadenn vrezhonek gant Al Levrig e Ti ar Vro Treger ha Goueloù en Kawan. Pedet e vez un den disheñvel bep tro, da gomz diwar-benn un tem bennak e brezhoneg. Digor eo d'an holl.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !