Louis Bertholom
Louis Bertholom

Kuzul skoazell Diwan Bro Landivizio (KSDBL) a ginnig deoc'h un abadenn barzhonegoù d'ar Gwener 4 a viz Du da 8 eur hanter noz e sal François de Tournemine, a-us ar

Kuzul skoazell Diwan Bro Landivizio (KSDBL) a ginnig deoc'h un abadenn barzhonegoù d'ar Gwener 4 a viz Du da 8 eur hanter noz e sal François de Tournemine, a-us ar c'hoc'hu, e Landivizio.

Loeiz Bertholom a zeuio da zisplegañ e varzhonegoù awenet gant Glenmor, Youenn Gwernig, Jack Kerouac. An hantereurvezh ziwezhañ a vo gouestlet da enoriñ Zavier Grall, mab Landivizio, marvet tregont vloaz 'zo. E zestenn « Solo » a vo lakaet war wel. C'hoariñ a raio Loeiz gant e vuzisianed : Youenn Manchec: fleüt a-dreuz, klarinetenn voud ; Yvonnick Penven: gitar elektro-klev ; Alain Trévarin: akordeoñs kromatek.

Dieub e vo ar priz evit mont e-barzh. An arc'hant rastellet a servijo da grouiñ ur skol Diwan e Bro Landivizio.

Un dek levr bennak a zo bet skrivet gant Loeiz Bertholom, ha div bladenn enrollet. Posubl e vo prenañ anezho e dibenn an abadenn

Kermer ra perzh an nozvezh-se er festival Tan Miz Du, aozet gant KLT (kenkevredigezh kevredigezhioù breizht bro Vontroulez).