© auteur

© auteur

Setu un doare vat da entreal miz Kerzu gant douster : an abadenn geginañ kinniget gant Katell Leon evit Kentelioù an Noz. An eil abadenn-mañ a zegouezho disadorn d'ar 1añ

Setu un doare vat da entreal miz Kerzu gant douster : an abadenn geginañ kinniget gant Katell Leon evit Kentelioù an Noz.

An eil abadenn-mañ a zegouezho disadorn d'ar 1añ a viz Kerzu e Sant-Ervlan. Ar chomlec'h resis a vo roet d'ar berzidi. Deuit da geginañ en un aergelc'h degemerus!

E-pad an abadenn gentañ hor boa fardet meuzioù Halloween. Ha pegen lipous e oa! Grit buan evit lakaat hoc'h anv evit an eil abadenn, peogwir ne chom nemet un neubeud plasoù! An abadennoù keginañ ne c'hoarvezh nemet un nebeud gwezh er bloavezh, ret eo profitañ!

Kregiñ a raio ar gentel da 11e, hag echu a raio tro-dro 3e goude fin ar pred asambles.

Enskrivadur ret araok digwener kreisteiz, kit e darempred gant Kentelioù an Noz. Koust a ra tro-dro 7€ an abadenn.

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l’enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique. En savoir plus