Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
A-Stroll e Kuzul Meur Aodoù an Arvor
Goude meur a obereen stourm e oa bet prometet da A-Stroll e vefemp bet degemeret gant kuzul meur Aodoù an Arvor a-benn studial kinnigoù hor strollad a-zivout ar Brezhoneg. D'ar meurzh 5 a viz Gouere da 11 eur beurre e oa bet pedet tri zileuriad eus A-Stroll (Anna Kerrain, Fulub
Par gael roblin pour A-Stroll (Ensemble pour le trégor-goelo) le 20/07/05 12:59

Goude meur a obereen stourm e oa bet prometet da A-Stroll e vefemp bet degemeret gant kuzul meur Aodoù an Arvor a-benn studial kinnigoù hor strollad a-zivout ar Brezhoneg. D'ar meurzh 5 a viz Gouere da 11 eur beurre e oa bet pedet tri zileuriad eus A-Stroll (Anna Kerrain, Fulub Kadored, Gael Roblin) d'un emgav gant Christian Provost, eil prezidant Kuzul-Meur Aodoù-an-Arvor, e karg eus ar sevenadur. Deuet e oa A-Stroll da gomz diwar-benn kudenn an nebeut a vrezhoneg implijet gant ar C'huzul-Meur. E-kerzh an emgav en deus gallet A-Stroll reiñ e soñj diwar-benn ar pezh a zo bet graet e-kerzh ar bloavezhioù tremenet evit ar brezhoneg. Tro 'zo bet da venegiñ e oa Aodoù-an-Arvor unan eus an departamantoù kentañ er stad-c'hall o vezañ staliet panelloù-hent divyezhek (met labour a chom d'ober hervez A-Stroll). Skoazellet 'vez ivez ar skolioù Diwan, ar c'hevredigezhioù kentelioù-noz h.a... gant ar C'huzul-Meur, met n'eo ket trawalc'h hag ez eus ur bern traoù all d'ober. Da heul ar c'hoñstad-se ez eus bet savet un nebeut kinnigoù gant A-Stroll. Da gentañ penn ez eus bet goulennet ganto ma vo lakaet brezhoneg e-barzh kannadig ar C'huzul-Meur, a vez kaset da bep annezad Aodoù-an-Arvor. A-du a-walc'h e oa Christian Provost evit lavaret ne oa na diaes na koustus ober an dra-se hag e oa o vont da ginnig ar raktres da brezidant ar C'huzul-Meur, Claudy Lebreton. Goude-se en deus goulennet A-Stroll ma pouezo ar C'huzul-Meur evit ma vo brezhoneg da geñver kement darvoud (ha war ar paperennoù-brudiñ az a da-heul) aozet pe skoazellet gant ar C'huzul-Meur. Kinniget en deus A-Stroll ivez e vefe giton Kuzul-Meur Aodoù-an-Arvor, a vez lakaet war-wel e kement darvoud skoazellet ganto, e brezhoneg. Dre vras o deus lavaret izili A-Stroll e oa ret d’ar c’huzul-meur brezhonekaat an holl banelloù a gaver war an hentoù m’emañ bodadeg an departamant atebek warne. Adembannet eo bet sklaer n’o defe ket doan tud zo da zuañ ar panelloù hollc’hallek ma ne vez ket cheñchet penn d’ar vazh. Kaoz zo bet ivez eus plas ar brezhoneg en trenioù hag er c'hirri-boutin yalc’hadet gant ar c’huzul-meur. Ur skouerig resis ouzhpenn deus ar pezh ar c’heller ober evit lakaat ar brezhoneg war-wel (hep ma ne goustfe re gêr !). Meneget eo bet gant A-Stroll ar pezh a zo bet lakaet e pleustr e Penn-ar-Bed : un aozadur a ro tro d'ar vrezhonegerien yaouank ha d'ar re gozh da gejañ a-gevret. Goulenn a ra A-Stroll ma vo graet kement-all en Aodoù-an-Arvor. E dibenn an emgav en deus fellet da A-Stroll menegiñ e oant bet feuket bras o lenn ar pezh a oa bet lavaret gant Claudy Lebreton, prezidant Kuzul-Meur Aodoù-an-Arvor, d'ar gelaouennerien da-heul manifestadeg A-Stroll er Roc'h-Ugu evit ar brezhoneg. Ne soñj ket da dud A-Stroll eo ar stourm evit ar brezhoneg ur stourm eus an amzer dremenet. Echuet en deus A-Stroll o c'houlenn ma vo roet ul luskad-foran gant ar C'huzul-Meur evit reiñ c'hoant ha lorc'h d'ar vrezhonegerien d'ober gant o yezh, evel ma vez graet e Katalonia. Evel-just en deus lavaret A-Stroll ivez pegen feukus e seblante dezho e c'houlennfe ar C'huzul-Meur digant kumunioù an departamant lakaat saozneg en o c’hannadigoù pa vez ken dister plas hor yezh vroadel e seurt embannudurioù. A-du krenn e oa Christian Provost gant ar pezh a c'houlenne A-Stroll met, evel-just, en eus pouezet war ar fed ne oa ket eñ e unan a gemere an divizoù. Prometet en eus, memestra, e rafe e seizh gwellañ evit kendrec'hiñ ar prezidant hag ar bodadoù-diviz. Emañ A-Stroll o vont da c'hortoz disoc'hoù an emgav-se, met fellout a ra dezho, evel-just, gwelet ouzhpenn promesaoù-toull. Ma vefe dalc’het ar promesaoù-se e tiskouelfe splann ez eo ret d’ar vretoned kar-o-yezh stourm evit o gwirioù diazez ha n’eo ket gortoz peptra a-berzh an ensevenadurioù gall.

Kredomp stourm, kredomp bezañ trec’h !

Evit A-Stroll: Anna Kerrain