Gant plijadur e kinnigomp deoc'h dont da zizoloiñ an embann e brezhoneg e doug Saloñs al levrioù e Pariz etre ar 14 hag an 19 a viz Meurzh e Portes de Versailles. Ar stand a vo war dakad Breizh er plas S66 ha kavet e vo eno levrioù e brezhoneg hag e gallaoueg.
E-pad ar 5 devezh-se, e c'hello pep hini gwelet startijenn ha liesseurted al levrioù e brezhoneg. Kavet e vo a bep seurt, levrioù deskiñ, romantoù, levrioù evit ar vugale, bannoù treset, kelaouennoù ha ivez levrioù divyezhek.
Anne Sophie e karg eus an embann e Kuzul ar Brezhoneg (www.brezhoneg.org) a vo war al lec'h e-pad an holl amzer hag a zegemero hag a guzulio ar weladennerien e brezhoneg hag e galleg.
Ar bloaz-mañ eo Bro Israel a zo bet pedet, e skeud–se e kinnig an ti embann Barn ha Skrid al levr « Kas ha Lazh » , a stroll tri skrid savet e yezh Yuzevien Reter Europa. Un danevell ha div varzhoneg hir. Kan war wallazhadeg ar bobl yuzev gant Itsc'hak Katsenelson.
Degemer e bed al levrioù e brezhoneg !
Sikouret eo ar stand gant rannvro Breizh.