Da-heul soñjoù rektorelezh akademiezh Roazhon a zo bet kaset kemenn e vefe serret kelenn ar brezhoneg pe ar gallaoueg e 14 skolaj ha lise a-benn an distro-skol, fellout a ra d'ar gevredigezh Bemdez embann pegen displijet eo en ur resisaat n'emañ ket eno an dalc'h.
Abeg zo er c'heloù fall-se da lakaat a-wel d'an holl ne 'z a ar c'helenn divyezhek par-ouzh-par ken nemet da douellañ an dud p'emañ mont en-dro Diwan dre soubidigezh. Daoust da se e ro tu da veur a skoliad er vro da gaout un tañva eus hor sevenadur hag hor yezh evit o diorren ma vennont.
Gant-se e teu anat da izili hor c'hevredigezh e rank an holl vugale skoliataet e pemp departamant Breizh kaout tu da anavezout istor ar vro ha deskiñ brezhoneg pe gallaoueg diouzh an dro.
En diwezh, en anv an digoll istor e hetomp kement-se hag e pedomp ar c'hevredigezhioù, an aozadurioù ha pep hini d'e harpañ. Na glemmomp ket pa vez skoilhoù d'an hentadoù divyezhek pe pa vezont tennet. Hogen, difennomp kelenn ar vreizhadelezh en holl skolioù Breizh istorel.
Evit ar gevredigezh Bemdez, Ameli ar Bras
Kevredigezh / Association BEMDEZ Ti ar c'hevredigezhioù / Maison des associations 6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie 56 000 GWENED / VANNES – BREIZH / BRETAGNE – Pgz/Tél. 06 11 51 43 15. (voir le site)