Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/96/9626_1.jpg
- Communiqué de presse -
Brezhoneg e bed ar re vihan, daou zegouez a-bouez dizale
D'an 23 a viz C'Hwevrer da d/Ti ar Vro Treger ha Goueloù azalek 3e e Kawan (22), ec'h en em gavo daou zarvoud a-bouez evit emsav ar brezhoneg e bed ar re vihan. Derc'hel a raio Divskouarn, ar gevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata, tapet
Par Gregor Mazo pour Divskouarn le 11/02/08 12:08

D'an 23 a viz C'Hwevrer da d/Ti ar Vro Treger ha Goueloù azalek 3e e Kawan (22), ec'h en em gavo daou zarvoud a-bouez evit emsav ar brezhoneg e bed ar re vihan.

Derc'hel a raio Divskouarn, ar gevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata, tapet ganti priz kentañ Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2007, e drede emvod-meur. Graet vo ganeomp bilañs ar bloavezh kentañ a labour a-vicher, ha diskouezet vo ivez ar raktresoù evit 2008 hag ar bloavezhioù da zont !

An digarez e vo an abadenn-se da lakaat ur c'hwec'hvet lec'h degemer bugale yaouank barzh rouedad Divskouarn, magouri Bear, Ti Poupigoù, a vo sinet ganti Karta Divskouarn. A-bouez ruz e vo ar sinadur pa vo Ti Poupigoù, framm kentañ maez Penn-ar-Bed da vont e-barzh rouedad an tiez degemer lec'h ma vez kinniget brezhoneg.

Digor d'an holl eo an devezh, da 3e e vo kroget gant an Emvod meur e-unan, ha da 5e30 e vo sinet ar garta gant Ti Poupigoù.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons