Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Liamm-mor Enez Groe – An Oriant : ar brezhoneg d\'ar strad
Dre ar mediaoù eo bet dizoloet anv nevez ar vag a raio liamm etre An Oriant hag Enez Groe dindan livioù kompagnunezh Océane (Veolia) : eus an « île de Groix » zo kaoz, kemer a raio lec\\'h ar « Kreiz er Mor ». Dibabet eo bet an anv-mañ dre
Par Kilian Gastinger pour Mieux Vivre au Pays de Lorient le 11/02/08 11:26

Dre ar mediaoù eo bet dizoloet anv nevez ar vag a raio liamm etre An Oriant hag Enez Groe dindan livioù kompagnunezh Océane (Veolia) : eus an « île de Groix » zo kaoz, kemer a raio lec'h ar « Kreiz er Mor ».

Dibabet eo bet an anv-mañ dre Kuzul departamant ar Mor-bihan da c'houde un neuz a guzuliadenn.

Ne c'heller nemet rebech an dibab-mañ o tilezel ar brezhoneg hag pinvidigezhioù Enez Groe da geñver al lec'hanvadurezh, ar yezh hag al lennegezh. Pa vez darn vrasañ ar c'hompagnunezhoù o strivañ peurliesañ evit dibab anvioù ho bigi e brezhoneg, ar c'hentañ lestr dindan livioù Veolia na lakao ket war well pinvidigezh sevenadurel ha yezhel bro An Oriant. .

Ur fazi eo a-berzh ar c'huzul-departamant, o fougeal, war ar marc'had, diwar-benn ho harp da luskañ ar brezhoneg. Ret e vefe bet d'ar c'huzul-departamant rediañ plas ar brezhoneg e-barzh ar c'hahier-kefridi sujet d'ar c'hompagnunezh Océane.

Evezhiadenn all : e-pad bloavezhioù eo bet gwelet ar Gwenn-ha-du o plavañ war ti-gar-mor An Oriant : n'eo ket gwir ken abaoe mizvezhioù... evit peseurt abeg(où) ?

Evit MVPL, Kilian Gastinger

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons