Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Sommaire -
Lennit Bremañ miz C'Hwevrer 2008
Freuz ha reuz e Pakistan, Navarra hag Iparralde, gwallzarvoud ar chaluter Montcalm tost dek vloaz zo, prosez peñse an Erika, kuitaet renerezh abadennoù brezhonek France 3 gant Fañch Broudig... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn
Par Olier Ar Mogn pour Pole Langue Bretonne Skol An Emsav le 4/02/08 18:03

Niverenn Bremañ miz C'Hwevrer 2008 (niv.316) zo deuet er-maez !

Freuz ha reuz e Pakistan, Navarra hag Iparralde, gwallzarvoud ar chaluter Montcalm tost dek vloaz zo, prosez peñse an Erika, kuitaet renerezh abadennoù brezhonek France 3 gant Fañch Broudig... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz C'hwevrer 2008.

Un teuliad peder fajennad zo bet gouestlet en niverenn-mañ da adframmañ kartenn al lezioù-barn. Pennadoù-kaoz a vo tu da lenn gant pennbreutaer Lez-engalv Roazhon, ur vreutaerez staliet e Bro-Dreger, hag ur barner eus Naoned. Soñj ar vreutaerien dre-vras war kinnigoù Rachida Dati zo bet sammet ivez ha kinniget e berr gomzoù.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

Bremañ - Bremaik

Pol brezhoneg Skol an Emsav

25 straed Pierre Martin

35000 Roazhon

Pgz: 02 23 20 62 29

Plr: 02 99 63 82 28

breman [at] wanadoo.fr

bremaik [at] free.fr

www.breman.org - bremaik.free.fr