D’ar Yaou 6 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet da Embannadurioù an Amzer e Naoned an testeniekadur Ya d’ar brezhoneg evit an oberoù bet sevenet ganto evit ar brezhoneg. Gounezet e oa bet gant an ti-embann-mañ unan eus Prizioù rannvroel Dazont ar brezhoneg e miz Mae 2007. Embannadurioù an Amzer, a embann ingal levrioù skol-veur pe lezskol war tachennoù al lizhiri, ar yezhoù pe skiantoù an den, o deus tapet hiviziken al label live unan « skoazell d’ar brezhoneg » en emglev Ya d’ar brezhoneg. A-benn kaout al label-mañ e oa bet kaset da benn gant an embregerezh 5 ober dibabet e-touez ul listennad oberoù kinniget gant live kentañ an emglev. An pevar ober kaset da vat eo ar re-mañ : embann en div yezh kartennoù-hetoù, kartennoù-bizit, paper lizher talbennet ha plaketennoù brudañ. Ar pempvet ober a laka war wel al labour dibar graet gant an ti-embann pouezus-mañ, dezhañ ur c’hatalog stank hag a-zoare, a embann levrioù brezhonek dic’hortoz, evel al levrioù Manga pe c’hoazh levrioù leun a fent evit deskiñ kaozeal brezhoneg. Ret eo lavaret ivez emañ Thierry Jamet hag Hélène Dupuis, renerien an ti-embann, o teskiñ brezhoneg. Ha plijout a rafe dezho degemer stajidi brezhonegerien en o embregerezh ivez. Hep mar na marteze e vo al label-mañ evito ur c’hammed kentañ war-zu traoù all evit kas ar brezhoneg war-raok. Editions du Temps – Embannadurioù an Amzer, 22 rue/straed Racine 44000 Nantes/Naoned : (voir le site)