Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Disprizioù ar brezhoneg
Disprizioù ar brezhoneg e WebNoz Gwengamp, d'ar 27 a viz Du !
Par Lionel Buannic pour WebNoz le 3/11/07 21:02

Ul levr pe ur pennad droch pe leun a vioù-koukoug a lak 'nezhañ da vezañ digomprenapl, un oberenn n'he doa ket tizhet he fal tamm ebet, hag a oa aet en tu kontrol memes, ur fazi 'oa bet lakaet an holl da c'hoarzhin gantañ, glas pe frank : kement tra a ra buhez bed ar brezhoneg ivez ! Evit ar wech kentañ-tout e vo roet ur priz dezhe. Sell aze kinnig WebNoz, en abadenn a vo skignet d'ar 27 a viz Du deus Gwengamp : an Disprizioù !

Er juri e vo tud deus aozadurioù brudet hag anvezet mat gant an holl 'c'hanomp. 6 rummad a vo d'an Disprizioù :

1. Mediaoù (an embann e-barzh) 2. Buhez foran 3. Deskadurezh 4. Embregerezhioù 5. (Nann-)Brezhoneger ar bloaz 6. Dispriz ispisial ar juri

Lârit ho soñj deomp ! War ar renk e vo lakaet ar re a vo choazet gant ar jureed e-mesk kinnigoù ar wiaderien. Digor eo ar forom deoc'h ! Grit ho kinnigoù betek an 18 a viz Du. Reolennoù zo ec'h eo a-bouez-bras delc'her soñj 'nezhe : • Roet e vo un Dispriz d'un dra, d'ur fed resis. • Ne vo ket taget den ebet en ur mod hiniennel na personel. Ne vo lakaet dilennad ebet war ar renk, gwech ebet. • Fent, fent ha fent eo gerioù-stur an Disprizioù !

An aozadurioù : Ai'ta, Bremañ, Deskiñ d'an Oadourien, Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, Ya !, WebNoz

Kasit ho kinnigoù da forom www.brezhoweb.com !

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 2122 lectures.