
Re vihan e vo Laruen evit degemer tout an dud a yelo da lidañ 53 vloaz kan ha diskan ha 80 vloaz ar c'honter marvailhoù hag ar c'haner dispar.
Piv ne oar ket piv eo Marsel, kaner, konter, prest atav da sikour ar rummadoù yaouank da ganañ ? Disadorn, ba Laruen e vo 25 koublad (Ebrel-Le Buhé, Marchand, Kemener, Vassalo-Guebleiz ...) a dud o tont, evit ur fest-noz a grogo da 5 eur noz, evit enoriñ un den fur, un den bras, un den just. Deiz ha bloaz laouen, Marsel !
e Lanruen ( e lec'h e oa ganet, hag e lec'h e vev atav Marsel, goude 53 bloaz kan ha diskan)
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !