oabl
oabl

Bep mintin e vez lakaet un haiku war al lec'hienn "Fea" gant barzhed an Internet

Bep mintin e vez lakaet un haiku war al lec'hienn "Fea" gant barzhed an Internet

Setu un dibab, e touez ar 80 a zo bet kaset dija :

Bisigoù haleg
laziget gant an aezhenn
c'hwek an nevezh-hañv. KG

Div gozhiadez cheuc'h
e-barzh ur c'harr-tan lufret -
bal an nevez hañv. Mai Ewen

C'hwitellat a ra
ar plac'h divergont war hent
al lise daonet. MK

Un ton eus gwechall
ar voualc'h zo deuet en-dro
du e-barzh al liorzh.
Ólöf Pétursdóttir

Kouez o sec'hañ
ur barr-glav o c'hoari
kazhig war gab e revr.
Annaig Kervella

Barrad-glav e kêr
redek da gavout goudor
mousc'hoarzh disammet.
Gwenvred Latimier-Kervella

Kreskennoù tener,
Un delienn linad bennak,
Soubenn nevezhañv.
Iza

E zroad àr ar bal
e labour ma gwaz
al liorzh eo e zomani.
Myriam Guillevic

Douar noazh
dioutañ tiwano
eostoù dic'hortoz
Mabalan

Dindan al loar,
a-dreuz d'al lannoù glas,
ur red avel-vor.
Louan

Evit lenn ar re all, pe evit kemer perzh : https://www.facebook.com/pages/F%C3%A9a/357286834458225