Setu an distro-skol ! Krog omp gant aozadur "an droiad filmoù-bevaat nevez advouezhiet e brezhoneg gant Dizale, gant sikour Kuzul Rannvro Breizh". An droiad-se a vo kinniget etre miz Genver ha miz Mae 2010 e pep lec'h e Breizh hag e Pariz, evit skolidi an teir hentenn divyezhek publik, katolik ha Diwan, adalek ar skol-vamm betek ar skolaj. Gant Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet an droiad-se, asambles e lec'hioù-zo gant an Emglevioù-bro, an Tiez-bro pe kevredigezhioù lec'hel. Ur blijadur eo da "z/Dizale ha Daoulagad Breizh" pediñ ac'hanoc'h d'an emvod kelaouiñ a vo aozet "d'al lun 21 a viz Gwengolo, da 11e mintin e Ti ar Vro Kemper" (3 plasenn Familh Gabaï e Kemper).
Kinniget e vo an daou brogramm a vo da zizoloiñ er bloaz-mañ : - "Aotroù hag aotroù", ur programm holl-vrudet eus Bro Tchekia, graet gant Bretislav Pojar ha Miroslav Stepanek, evit ar re vihan adalek 2 vloaz. - "Brendan ha sekred Kells", ur film brav tre graet gant an Iwerzhoniz Tomm Moore ha Nora Twoney, deut er-maez er bloaz-mañ e galleg, evit ar re vras adalek 7 vloaz.
Tro hon o ivez da ginnig deoc'h "bilañs an droiad bet aozet warlene". Tro-dro 130 abadenn a oa bet kinniget, e 60 lec'hioù bennak. "7736 bugel", ezel eus 144 skol ha 5 skolaj, o doa kemeret perzh. War ziorren ez a bep bloaz ar rouedad skignañ. Ur c'hresk bras a zo bet warlene.
Evit gouzout hiroc'h : 02 98 92 97 23 pe daoulagad.bzh [at] wanadoo.fr