Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
UDB Kreiz Breizh a sav groñs a-enep da raktresoù Nikolaz Sarkozy da zistrujañ rannvro-justis Breizh ha da ziframmañ departamant al Liger-Atlantel eus tachenn lez-varn galv Roazhon ; hag UDB n’eo ket evit degemer e zoare da nac’h bezañs Istor Breizh.
UDB Kreiz Breizh a sav a-du krenn gant gwiraourien Breizh a c'houl na vo ket diframmet departamant Liger-Atlantel eus tachenn lez-varn galv Roazhon. UDB Kreiz Breizh a vo war an dachenn d'ar sadorn 29 a viz Gwengolo 2007 e Roazhon evit manifestiñ dirak Parlamant Breizh. Goulenn a ra Unvaniezh
Par Nil Caouissin pour UDB le 16/09/07 13:50

UDB Kreiz Breizh a sav a-du krenn gant gwiraourien Breizh a c'houl na vo ket diframmet departamant Liger-Atlantel eus tachenn lez-varn galv Roazhon. UDB Kreiz Breizh a vo war an dachenn d'ar sadorn 29 a viz Gwengolo 2007 e Roazhon evit manifestiñ dirak Parlamant Breizh. Goulenn a ra Unvaniezh Demokratel Breizh gant ar Vretoned da gemer perzh niverus en emgav-se.

Dibaoe ouzhpenn 1000 bloaz a vez graet war-dro galvoù ar prosezioù e Breizh e kêr Roazhon, da gentañ penn gant lez an Duged, da heul, adalek 1554, gant ar Parlamant, hag hiziv an deiz gant al lez-varn galv. A-viskoaz ar Vretoned zo bet tomm o c'halon ouzh o farlamant. Un arouez eus Breizh a-gozh eo dezhe, met ivez un arouez eus Breizh a rankimp da sevel. Un arouez eus Breizh en he sav, eus Breizh emren gant ur Parlamant da lezenniñ, hag he Stadoù da zegemer pe da nac'h lezennoù Roue Bro-C'hall ; pa ranke al lezennoù-se bezañ diouzh doare gwirioù ha frankizoù Breizh deuet goude sinadur emglev an unvaniezh e 1532. E miz C'hwevrer 1994 da heul manifestadeg ar besketaerien e kreiz-kêr Roazhon, hag an tangwall drastus a oa bet er Parlamant e voe adsavet ha kempennet anezhañ gras da youl kreñv ar Vretoned ha d'an arc'hant bet dastumet gante.

Evit UDB an holl lezioù-barn ensav meur hag a zo stag ouzh lez-varn galv Roazhon a zo ezhomm groñs dioute e Breizh : en Oriant koulz hag e Gwened, e Brest koulz hag e Kemper hag e Naoned koulz hag e Sant-Nazer… En Aodoù-an-Arvor ma vez dalc'het nemet ul lez-varn ensav meur e Sant-Brieg ha serret hini Dinan, e ranko an Dinaniz a vo da vezañ barnet mont da Sant-Brieg. Dav vije ober labourioù da vrasaat al lez-varn eno, dav vije d'ar jandarmed kas an dud damallet da welet ar prokulor 70 km pelloc'h, kement-all a hent evit familhoù an damallidi hag an testoù deiz ar prosezioù… Ar Justis tost eus an dud , emit-hu?

Unan eus ar re efedusañ eo rannvro-justis Breizh. Termen klozadur an aferioù a sav da nav mizvezh hanter, ur geidenn eus ar re wellañ eo, da geñver keidennoù ar c'hwec'h-korn. Neuze en em vodomp niverus, war plasenn ar Parlamant, e Roazhon, d'ar sadorn 29 a viz Gwengolo 2007, da ziskouez da Rachida Dati, ministrez ar Justis, ha da Nikolaz Sarkozy, prezidant ar Republik, n'oullomp ket, ni Bretoned, vije kollet kantadoù a bostoù labour e Roazhon da gas anezhe da lez-varn galv kêr Anje. N'oullomp ket ma vo graet fae war hon istor hag e fell deomp derc'hel rannvro-justis Breizh war pemp departamant hor Bro.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

Cet article a fait l'objet de 2181 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons