Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
30 bloaz skol Diwan Kommanna
D'ar gwener 26 ha d'ar sadorn 27 a viz Here e vo aozet ur gouel evit lidañ 30 bloaz skol Diwan Kommanna. Galv da ziwanerien kozh skol Kommanna da zont e darempred ganeomp. 02 98 99 62 07 pe ur mel da berthou.henri@aliceadsl.fr
Par Henri Berthou pour APE skol Diwan Kommanna le 27/06/07 18:35

Galv d'an diwanerien kozh

D'ar gwener 26 ha d'ar sadorn 27 a viz Here e vo aozet ur gouel evit lidañ 30 bloaz skol Diwan Kommanna gant kevredigezh kerent ar vugale ha gant ar c'huzul skoazell. Gervel a reomp an holl re (skolidi, kerent, skolaerien, implijidi, skoazellerien, etc...) o deus kemeret perzh e buhez ar skol a-hed an 30 bloavezh-se, er Releg (e Plouneour-Menez), e Ploudiri, Gwiklan (lec'hioù krouidigezh ar skol) pe e Kommanna, da zont e darempred ganeomp. Gant sikour ho kinnigoù, hoc'h alioù hag ho titouroù (poltredoù pe testennoù n'int ket anavezet evit boueta an dikouezadeg, da skouer) e c'hellfemp klokaat aozadur ar fest-noz, an dorioù-digor, an diskouezadeg, abadenn ar vugale hag ar fest-deiz a zo bet raktreset evit ar gouel-se.

Trugarez da zont e darempred ganeomp o pellgomz da Henri-George Berthou d'an niverenn : 02 98 99 62 07 pe o kas ur mel da berthou.henri [at] aliceadsl.fr

Voir aussi sur le même sujet :
Cet article a fait l'objet de 1123 lectures.