Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
BREZHONEG LAKAET DA VLEUNIAÑ E GWENED
Gant gred e tegemer ar gevredigezh Bemdez kement araokadenn a ya da anavezout ar brezhoneg tamm-ha-tamm gant an dilennidi ha perzhidi ar vuhez foran : abaoe un nebeud mizioù e weler panelloù e brezhoneg, diwar vremañ emañ lec'hienn an ti-kêr e brezhoneg : http://br.mairie-vannes.fr/ Pa oa bet savet ar gevredigezh
Par Bertrand Deléon pour BEMDEZ le 25/06/07 21:05

Gant gred e tegemer ar gevredigezh Bemdez kement araokadenn a ya da anavezout ar brezhoneg tamm-ha-tamm gant an dilennidi ha perzhidi ar vuhez foran : abaoe un nebeud mizioù e weler panelloù e brezhoneg, diwar vremañ emañ lec'hienn an ti-kêr e brezhoneg : (voir le site)

Pa oa bet savet ar gevredigezh Bemdez e 1998, e oa pell diouzhimp ar mare m'emaomp hiziv-an-deiz. Delc'her a reomp soñj ag ar c'houlzadoù brudañ stank evit lakaat hor yezh war wel ha da dalvezout e kêr Wened hag er vro (kentelioù er marc'had, obererezhioù brudañ e straedoù kêrioù ar vro, kantadoù a banelloù faos bet lakaet, sinadegoù, eskemmoù...). Dav eo dimp anavezout war hon tu labour ar c'hevredigezhioù hag an aozadurioù liesseurt o deus diskouezet d'an dilennidi pegen talvoudus eo reiñ d'ar brezhoneg e wir da greskiñ er vuhez foran. Ra vo roet ar plas zo dezhañ er melestradurezhioù hag er strollegezhioù.

Evit Bemdez,

Amélie Le Bras.

Kevredigezh / Association BEMDEZ

Ti ar c'hevredigezhioù / Maison des associations

6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie

56 000 GWENED / VANNES – BREIZH / BRETAGNE – Pgz 06 11 51 43 15.

(voir le site) le la les un de a au des une

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1382 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons