Muioc'h a 200 000 den a c'hoarie Badminton ba ur c'hlub pe unan all ba bro-C'hall e 2023. Kavet 'vez skipailhoù ba ur bochad kêrioù, gant un toullad tud a-vicher hag en deus ar sport-se ur plas er C'hoarioù Olympek zoken.
Ha gouzout a rit emañ unan deus ar skipailhoù gwellañ e bro-C'hall staliet e Rostrenn ?
Bad Klub Rostrenn en deus toullet e hent abaoe 2006 ha skrivet pajennoù istorel ar sport-mañ e Breizh. Hiziv an deiz e teu c'hoarierien eus ar bed a-bezh da c'hoari ennañ.
Evel Xuefei Qi, plac'h a vro-Sina bet kampionez bro-C'hall meur a wech ha bout bet er JO ba Pariz.
Dewi 'zo bet o klask kompren muioc'h petra 'zo ispisial ba Rostrenn... Emgav gantañ e-kerzh krogadoù an Top 12 !
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ !
0 | 0 | Tweet |
![]() |