Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Interview -
Dilennadegoù 2007 : Respontoù Strollad Breizh d'ar gazetenn Ya gant Emile Granville
1) Ar wech kentañ eo d'ho strollad kinnig danvez-Kannaded ? Petra en deus broudet ac'hanoc'h d'hen ober ? Krouet e oa bet Strollad Breizh e 2000 ha dalc'het e oa bet an trede kendalc'h e miz Meurzh diwezhañ e Blaen. Ur strollad demokratel eo ha demokratelezh a zo dilennadegoù !
Par Gérard Olliéric pour Parti breton le 9/06/07 11:06

1) Ar wech kentañ eo d'ho strollad kinnig danvez-Kannaded ? Petra en deus broudet ac'hanoc'h d'hen ober ?

Krouet e oa bet Strollad Breizh e 2000 ha dalc'het e oa bet an trede kendalc'h e miz Meurzh diwezhañ e Blaen. Ur strollad demokratel eo ha demokratelezh a zo dilennadegoù ! Abaoe ar penn-kentañ emaomp e soñj kinnig tud evit an dilennadegoù. Dre ar votadegoù eo e fell deomp pouezañ tamm ha tamm war dazont Breizh. Tizhout hor pal : lakaat Breizh a-live gant broioù-all Europa. N'eo ket trawalc'h deomp lavarout “ Breizh, Breizh “, ur raktres politikel resis hon eus da ginnig evit an embregerezhioù, al labour-douar, ar skolioù, an endro ha kement tra a ra buhez pemdeziek hor c'henvroidi. O vezañ ganeomp skouerioù mat evel Bro-Iwerzhon, Katalonia pe Bro-Skos a zo an trec'h bremañ gant ar strollad broadelour skosat, ar SNP.

2) Pere eo ar c'hoantoù ho peus c'hoant da lakaat war-wel en un danvez-deputeed ?

C'hoantoù a zo mat, youl a zo gwelloc'h ! Fellout a ra deomp diskouez d'ar Vretoned n'eo ket trawalc'h al labour dispar a vez graet gant ar c'hevredigezhioù war tachenn ar sevenadur pe an natur. Ret mat eo kas an ekonomiezh war-raok. Diskouez a reomp d'an dud pegen dister eo gallout ar rannvro e-keñver broioù-all en Europa. N'eus nemet 2,5 % eus arc'hant ar Stad a ya d'ar rannvroioù e Bro-C'hall. Budget rannvro ar pevar departamant a zo 44 gwech disteroc'h eget hini Bro-Skos. Nac'het he deus ar Stad-C'hall treuzkas ar galloudoù war an dour hag ar sevenadur pe ar gwir d'ober war-dro yalc'hadoù digant Europa evel ma ra Bro-Elsas. Ar spi a oa e TV Breizh ha kaset eo bet d'an traoñ. Mil boan o devez ar skingomzioù breizhek da gaout gwagennoù nevez. Stanket e vez hent ar skoliata divyezhek gant ar rektorelezh. Gwasket eo Pobl Vreizh. N'eus ket da dortal !

3) Daoust ha soñjal a ra deoc'h e talvez ar boan mont war ar renk evit seurt dilennadegoù broadel ? Perak ?

Dilennadegoù departamantoù, rannvro pe tier-kêr a zlefe bezañ aesoc'h deomp, anat eo. Hogen dilennadegoù evit Dael Bro-C'hall a ro tro deomp da embann hor soñjoù ha diskleriañ ar gwask a vez gant ar Stad-C'hall war Vreizh. Kinnig a reomp pevar danvez kannad hepken. N'eo ket un dra dister koulskoude. Gellout a reomp tizhout tost da 400 000 a dud e Bro-Redon, Roazhon, Gwitreg hag An Oriant. Koust a ra ker deomp met talvezout a ra ar boan rak fellout a ra deomp lakaat kudennoù Breizh war-wel. A-hent-all ne vefe komzet nemet diwar-benn traoù hollek, ar fransizien o vezañ sanset keodedourien heñvel-mik an eil ouzh ar re-all eus pelec'h bennak e vefent. Klask a ra Strollad Breizh liammañ ekonomiezh, keodedouriezh hag identelezh war un dro. Un dra nevez ha rouez a-walc'h eo evit ur strollad politikel breizhat.

4) Klask kas Kannaded da Bariz, ne dalvez ket kement hag asantiñ da framm kreizennet Bro-Frañs, gant ul lec'h evit divizout hepken ? Pe e soñjit kentoc'h eo dav mont da stourm e Pariz evit lakaat ar sistem da cheñch ?

Kinnig danvez kannaded n'eo ket asantiñ d'ar c'hreizennañ tamm ebet pa ginnigomp ar c'hontrol mik, da lavarout eo an emrenerezh brasañ ma c'heller kaout evit Breizh. Kannaded Breizh n'int ket niverus e-skoaz an holl re a zo e Bro-C'hall. Ma vefent unanet avat evit difenn interestoù Breizh e c'hellfemp en em zibab gwelloc'h a-enep ar Stad-C'hall. Siwazh, war lost ar c'harr e vezont peurvuiañ, o vezañ servijourien feal da bennoù bras Paris o strolladoù politikel gall. Ger ebet war ar « rannvroioù » gant Nicolas Sarkozy hag an UMP. Netra da c'hortoz kennebeut digant ar PS a oa bet he danvez prezidantez Ségolène Royal o kinnig deomp da lakaat trilivioù e pep-lec'h ouzh hor prenestroù. Fiziañs ebet ken e politikourien Pariz ganeomp setu perak e kinnigomp d'an emsaverien emezeliñ e Strollad Breizh. Huñvreomp ur pennadig : na pegen pouezus e vefe ma kasfe ar pobloù eus ar Stad-C'hall kannaded brogarourien e Dael Paris. Un dispac'h demokratel e vefe.

5) Ne vefe ket efedusoc'h stourm er C'huzul-Rannvro hag en departamantoù ?

Ar pep efedusañ a vefe kaout ur vodadenn vroadel hag ur gouarnamant breizhat penn-kil-ha-troad. N'eus ket ezhomm ken eus an departamantoù. Gwelloc'h eo diazezañ an demokralelezh war ar strollegezhioù-bro ha frammañ Breizh gant broioù bihan evel Bro-Redon, Bro-An-Oriant, Bro-Sant-Brieg hag all..., tro-dro kêrioù bras pe bihan ma kaver an holl servijoù enno (melestradurezh, yec'hed, deskadurezh, stalioù-labour...). Emañ Strollad Breizh o soñjal e dilennadegoù tier-kêr ha departamantoù a vo e miz Meurzh 2008 ha dreist-holl dilennadegoù rannvro a vo e 2010. Evel-just, al labour a zo da vezañ graet e Breizh an tostañ ar gwellañ da ezhommoù an dud.

6) Penaos e labourfec'h evit Breizh hag evit ho pastell-vro deus ar Vodadeg Vroadel, e Pariz ?

Ur fazi hag un touell eo krediñ e vefe ul liamm etre kannaded Dael Pariz hag o fastelloù-bro. Didroc'het eo bet ar pastelloù-bro evit abegoù politikel ha ne glotont ket gant ar broioù gwirion.Ur skouer anat eo hini Bro-Redon hag a zo rannet e pemp pastell-vro evit kannaded Bro-C'hall. Dael Pariz a zo ur vodadenn bolitikel rik distag diouzh lec'hioù fetis. Staget eo ar gannaded ouzh o c'hostezennoù politikel parizian ha n'o devez ket kalz a frankiz. Gellout a reont selaou an dud ha digas traouigoù dezho memestra. Gellout a reont ivez ober gant arc'hant kuzh an Dael evit skoazellañ un nebeut dilennidi mignoned dezho, ar pezh n'eo ket demokratel ... Lakaomp memestra e vefemp kaset da Bariz. Lezennoù kentañ a lakafe kannaded Strollad Breizh da vezañ votet a vefe evit yezhoù tiriadel Bro-C'hall, Breizh pemp departamant, ha dreist-holl emrenerezh evit ar broioù evel Breizh pe evit rannvroioù Bro-C'hall o defe c'hoant.

7) Kinnig a rit un danvez-kannad a-enep hini UDB e 5vet pastell-vro ar Mor-Bihan (An Oriant). Disheñvel eo ho c'hoantoù pe ar modoù stourm a ginnigit ? Ne vefe ket bet talvoudus sevel ul strollad boutin evit an dilennadegoù-mañ ? N'eus ket a enebiezh gant Strollad Breizh ouzh UDB. Doujañs hon eus e-keñver izili UDB goude ma soñjomp ez eont war un hent dall o vezañ dalc'hmat tamm pe damm da heul ar PS. Laouen e vijemp bet o kemer perzh en ur strollad boutin evit an dilennadegoù-mañ. Bez' ez eus eus ar strollad-mañ e gwirionez : Pobloù ha Rannvroioù Kengred eo (Régions et peuples solidaires) ma kaver strolladoù kevatal ouzh Strollad Breizh ennañ. E Breizh emañ UDB ha Frankiz Breizh ennañ. Goulennet en deus Strollad Breizh emezelañ e Pobloù ha Rannvroioù Kengred met he veto a-enep he deus lakaet UDB. Aon he doa UDB reiñ re a blas d'ur strollad nevez. N'eus tamm gweneg ebet digant ar Stad evit Strollad Breizh ha ne vo ket arc'hant gant ar mouezhioù a vo deomp peogwir e rank ur strollad kinnig 50 danvez-kannad er c'hwec'hkorn a-bezh. Bez' e vo 1,70 euro gant pep mouezh dastumet gant ar Re C'hlas hag UDB ha se e-pad 5 bloavezh. Un abeg eo he dije UDB nac'het ouzh Strollad Breizh mont e-barzh Pobloù ha Ranvroioù Kengred marteze. Ne ra forzh deomp a-benn ar fin. Un diforc'h a-bouez a zo etrezomp. Klask a ra Strollad Breizh unaniñ ar stourmerien ha pa vefent eus an tu dehou kreiz pe eus an tu kleiz kreiz. A-du omp evit reiñ muioc'h a frankizoù da embregañ, gant ma vo kavet ur c'hempouez reizh ha poellek etre an embregerezhioù hag al labourerien. N'omp ket frankizourien evit-se, tamm ebet, hag ur programm sokial kreñv hon eus da ginnig d'ar Vretoned ! Hon emzalc'h politikel n'eo ket hini « na ruz na gwenn, breizhat hepken » a oa bet gwechall. Anavezout a reomp e vez interestoù disheñvel etre an dud. Rannañ ar vuhez bolitikel hervez an tu-dehou pe an tu-kleiz, evit poentoù ' zo, a zo reizh. Hogen, keit ha ma ne vo ket frankiz a-walc'h gant ar Vretoned ez eo didalvez en em rannañ evit mont da heuliañ ar strolladoù gall. le la les un de a au des une

Voir aussi sur le même sujet :
Cet article a fait l'objet de 1099 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons