Evel pep bloaz e vo lidet un oferenn e brezhoneg penn da benn e iliz Santez Anna Naoned d'an 22 a viz kerzu da 6 eur. Boaz omp da lidañ an oferenn-mañ 'ar sul a-raok Nedeleg evit ma c'hellfe ar muiañ posubl a dud dont rak kalz Naonediz a ya da lec'h all e-pad ar vakañsoù.
E iliz Santez Anna e vo rak a-hed ar bloavezhioù eo deuet tud eus Breizh Izel d'en em staliañ er c'harter.
Lidet e vo gant Benoit Luquiau ha Guillaume Ar Floc'h, beleien eus Naoned ha buhezet e vo gant sonerien hag ograou.
Warlerc'h an oferenn e vo profet un dra bennak da evañ, un abeg evit komz asemblez.
1 | 0 | Tweet |
|