E koulzad nevez Made e Breizh e klaskomp kinnig deoc'h sekredoù-kegin a bep seurt ha deus ar bed a-bezh.
Met ivez traoù un tammig dic’hortoz. Evel ar Welsh rarebit.
Orin ar plat-se 'zo da gavout kostez Kerdiz 'pad an dispac'h industriel pand eo em 'm gavet tud a bep lec'h.
Lakaet 'veze asambles restadoù bara, sezv, lipig ha... Bier ! Setu penaos eo ganet ar Welsh Rarebit.
Klariz 'zo bet betek Plougerne evit deskiñ penaos fardañ ar plat hengounel-se gant Ffran eus bro-Gembre !
Ur rann istitlet e galleg hag e brezhoneg a lako ac’hanoc’h da zizoloiñ ar bier eus un doare nevez !
https://www.brezhoweb.bzh/Welsh-rarebit-rekipe-vro-gembre-made-breizh_fiche_4504.html
1 | 0 | Tweet |
|