Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
70vet deiz-ha-bloaz un drouklazh
Di sadorn ha di sul tremenet, 14-15 a viz Kerzu 2013, e oa bet lidet teir oferenn en eñvor d'an Aotrou Perrot, rener ar Bleun Brug, penn-skrivagner ar gelaouenn Feiz-ha-Breiz
Gwilmod Tepod Par EAT le 17/12/13 1:14

Di sadorn ha di sul tremenet, 14-15 a viz Kerzu 2013, e oa bet lidet teir oferenn en eñvor d'an Aotrou Perrot, rener ar Bleun Brug, penn-skrivagner r gelaouenn Feiz-ha-Breiz ha person Skrignag. Eno e oa bet diskaret da zeiz sant Kaourintin 1943 war ziviz ar strollad komunour e Breizh.

Un devezh koun ispisial a oa bet aozet gant an tiegezh Floc'h. Evel-se eo bet selaouet Youenn Caouissin a ginnigas tudenn an aotrou Perrot. Goude-se e voe tro Christophe Carichon diwarbenn oberenn Herri ha Ronan Caouissin : dreist-holl e komzas war an div gelaouenn Olole. Da glozañ an devezh e voe lusket un "daol grenn" gant Tepod Gwilhmod da dermeniñ petra eo menoziad "Feiz ha Breizh" hiziv an deiz.

D'ar Sul e voe graet al lidoù boas :

- da 11 eur e Kerveguen Skrignag, degounadenn ar Vretoned marv e-kerzh ar bloaz (anv a voe dreist-holl eus ar Goarnig Kozh) hag ur brezegenn war buhez an Aotrou Perrot ;

- ur pred en Ostaleri aozet gant "Mignoned Feiz ha Breizh"

- un Oferenn e chapel Koad Kev da 15 eur bet lidet gant Yann Talbot ha da heul ur bedenn war bez an Aotrou Perrot bet klozet gant Ar Vro Gozh.

Lec'hienn gefridiel an devezh-koun :

Tu zo da welout muioc'h a ditouroù aze (voir le site) pe aze (voir le site)

Voir aussi :
Emglev An Tiegezhioù
Gwelout pennadoù all EAT
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons