
An 6ved Kampionad Lazioù-Kanañ Breizh a vo renket e Landerne d'an 14 a viz Gouere 2011. Degemeret e vo gant gouelioù Kann al Loar er sal ar Family.
An 6ved Kampionad Lazioù-Kanañ Breizh a vo renket e Landerne d'an 14 a viz Gouere 2011. Degemeret e vo gant gouelioù Kann al Loar er sal ar Family.
Añvet e vez bep bloazh ul laz-kanañ Kampion Breizh gantañ , ha profet e vez gant ar juri ouzhpenn ur priz ar c'hrouidigezh.
Reolennoù nevez a zo bet aozet er bloazh-mañ : kinniget eo d'al lazioù-kanañ daou rummad evit ar wech kentañ. Met dieub eo bep strollad da zibab e rummad.
Digoret e vez ar c'hampionad d'al lazioù-kanañ d'ar bed a-bez, gourel, gwregel pe kemmesk. Digoust eo lak e añv. Enskrivadurioù beteg fin miz Ebrel. Reolennoù, roll-skridoù, roll an notennoù war lec'hienn kevread Kanomp Breizh : www.kanompbreizh.org. Titouroù : kanompbreizh@wanadoo.fr pe 06 32 29 79 29
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !