- Annonce -
Deuet eo er-maez \"An dourvarc'h na ouie ket neuial\"
Ul levr nevez evit ar vugale, \"An dourvarc'h na ouie ket neuial\", a zo o paouez bezañ embannet gant An Alarc'h.
Par Kuzul ar Brezhoneg pour KUZUL AR BREZHONEG. le 6/02/24 15:54

Setu deuet er-maez e ti An Alarc'h ul levr nevez evit ar vugale etre 2 hag 8 bloaz, "An Dourvarc'h na ouie ket neuial". Savet eo bet an istor e brezhoneg gant Jakez Segalen; an tresadennoù moutik ha fentus zo gant Chloé Garel-Delval.

E Bro-Genya e oa ur bagad dourvarc’hed o vevañ sioulik-kaer, hag o flijadur a oa mont d’ar stêr vras da zistanañ. Met pebezh souezhadenn pa c’hanas Peskennig : ne ouie ket an dourvarc’h bihan neuial ! Biskoazh kemend-all ! Glac’haret e oa al loenig ha nec’het-bras e vamm. Penaos e c’hellje an hini bihan talañ ouzh al loened gouez ? Penaos e kavje e blas e-touez an dourvarc’hed all ? Neuze e tibabas Peskennig mont gant un hent dic’hortoz a-walc’h, hag e tiskouezas ne oa ket mezhus bezañ disheñvel diouzh ar re all…

Voir aussi sur le même sujet :
0  0  
Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel. Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel. Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec'h hag ur skoazell eo d'ar c'hevredigezhioù n'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel. Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d'ar c'
[ Gwelout pennadoù all KUZUL AR BREZHONEG.]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons