Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Reportage -
Taol grenn disadorn 28/10 ba Karaez : al lennegezh evit ar yaouankiz e brezhoneg
Lidet eo bet a-hed ar bloaz 20 vloaz priz ar Yaouankiz : prizioù er skol Diwan Kommanna, e skolaj Ar Releg, ti-annez e Kemperle gant 10 skrivagner.ez, skritelloù, hag un daol grenn disadorn !
Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 20/10/23 17:52
Evit skoazell lenn ar skolidi : enrollet e vo pep levr Pav ha Pay :
Réalisation : tv bro kemperle- fea
(421 vues)
58664_1.jpg
Brav ar skritell, evel kustum ! Graet gant Olwen Manac'h

Lidet eo bet a-hed ar bloaz 20 vloaz priz ar Yaouankiz : prizioù er skol Diwan Kommanna, e skolaj Ar Releg, ti-annez e Kemperle gant 10 skrivagner.ez, skritelloù, hag un daol grenn a vo 'benn disadorn !

Ganet e 2002 e Kemper goude asant Kuzul Meur Penn ar bed ha Renerezh Yaouankiz ha sportoù Roazhon, en doa ar Priz kendalc'het gant e hent ugent vloaz. Heuliet e oa bet gant ar gevredigezh fea (bodañ ar skrivagnerien, dibab an testennoù gant daou juri, lakaat difazerien da adwelout pep testenn dibabet, kinnig enrolladennoù d'al lennerien, aozañ er prizioù e fin ar bloavezh skol...) ha gant an ti-embann Keit Vimp bev (maketenniñ, embann, brudañ, kas d'ar gelennerien al levrioù...). 115 levr oa bet embannet.

E 2007 e oa bet kinniget levrioù d'ar re vihan war skouer hini "Petite Poche" goude ur staj skrivagnerien e Kemper, anvet "Priz ar Vugale". 60 levr oa bet embannet e korf 15 vloavezh.

Gant 60 skrivagner.ez e oa bet skrivet traoù a bep seurt : romantoù polis, mollac'h, skiant faltazi, istorioù buhez tud yaouank a vremañ, romantoù istorel... A-wechoù e vez skrivet gant an hevelep skrivagner.ez ur romant PaV ha PaY. Da skouer, gant Mai Ewen, romantoù istorel (an Dukez Ana, Kevrin an Enezenn e mor an Habask, ... ) romantoù buhez (E bord stêr Izol, Nana Marina, Me ha Titaw...) evit an daou briz. Memes tra evit Pierre-Emmanuel Marais, Jakez Erwan Mouton, Yann-Fañch Jacq, Laurence Lavrand, Paskal Hervio...

Gant skolajidi oa bet skrivet kentoc'h levrioù PaV (Den Bleiz, Ur sorserez eo Mamm gozh, Miss Redadeg 2018, ...) ha gant liseidi e Karaez hag e Lann er stêr e oa bet skrivet meur a hini (Gwenvred Latimier Kervella, Mael Poulossier, Uisant Crequer, Moran Dipode ha Marianna Donnart, ...).

Kaset e vo an daol grenn gant Gwenola Coic da 10e30 er C'hleub e Karaez d'ar sadorn 28/10. Aze e vo ar skrivagnerien da heul, ha kredapl tud all c'hoazh : Paol ar Meur, Laurence Lavrand, Malo Bouessel du Bourg, Gege Gwenn, Uisant Crequer, Hervé Lossec, Myriam Guillevic, Pasal Hervio, Milena Krebs.

Cheñchet e vo temoù gant platelloù 10 mn, hag e chomo evit ar fin ar goulenn : petra 'vo dazont Pav ha Pay ?

Evit ar skolaerien hag ar gelennerien o dije c'hoant da gemer perzh e PaV (kelc'hiad 3) pe e PaY (6vet/trede-eilvet), kasit ho enskrivadenn da :

Voir aussi :
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 5) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons