Put your name here

Reportage

50 vle o kanal : bourrus e oa deiz-ha-bloaz an Trouzerion !

Sal vras Lokoal : ur bochad tud deuet evit dañsal kas-a-barh, laridenn, mod ar vro get ur bern sonerion daou ha daou, bagad Lokoal, ha strolladoù kanerion.

Reportage

Publié le 16/10/23 22:17 -- mis à jour le // :
Trouzerion : kanerion hengounel o doa kompozet ur bern pozioù brudet ! :
Réalisation : tv bro kemperle- fea

Sal vras Lokoal : ur bochad tud deuet evit dañsal kas-a-barh, laridenn, mod ar vro get ur bern sonerion daou ha daou, bagad Lokoal, ha strolladoù kanerion. Brudet-mat int paotred ar strollad "Trouzerion". Gant Jorj Belz oa bet lavaret : "amañ e Lokoal hon oa kroget da ganal, 50 vloaz zo, ha setu ni deuet en dro, a-drugarez d'ar bagad en doa pedet 'nomp. Atav kement a blijadur, memes ma vank deomp tri ac'hanomp, aet d'an Anaon". Fromet Jorj, met diouzhtu o komañs get "I love you, you love me, Karanti, Karanti"...

Ma vefe gant an "Teodoù fall", pe "Kanerien Pleuigner", atav e vez kavet ar memes beudjon, ar memes doare da lakaat kan bro an Alre e dilhad Sul evit an danserion !

Voir aussi :
2  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 5 ?