photos/58/58022_1.jpg
- Reportage -
Prezegennoù GBB : teir eurvezh da brederiañ a-ziwar dazont ar brezhoneg er bed niverel
Tud an Ofis, tud ar ar radioioù, ar rouedadoù, tud bro Gembre : fonnus ha pinvidik e oa an teir platell pedet e Langonnet evit GBB, e brezhoneg penn da benn, hag e kembraeg/saozneg ivez
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 2/07/23 10:03
Florian Lannuzel o tisplegañ e soñj diwar an niverel e brezhoneg :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (161 vues)

Tud an Ofis, tud ar ar radioioù, ar rouedadoù, tud bro Gembre : fonnus ha pinvidik e oa an teir platell pedet e Langonnet evit GBB, e brezhoneg penn da benn, hag e kembraeg/saozneg ivez

Deus petra oa kaoz ar bloaz-mañ ?

Deus bed an niverel e brezhoneg. Gant Brezhoweb e oa bet kroget ur maread nevez, kar a-raok e oa kalonekaet hag arc'hantaouet raktresoù e bed an embann kentoc'h evit ar brezhoneg. Met petra zo degouezhet dibaoe ? Gant Tik Tok, Insta, Facebook, pelec'h emañ ar brezhoneg ? Ha pellgomzer hezoug ar re yaouank a gomz brezhoneg ? Ha posubl e vefe ?

Arc'hantaouiñ, micherelaat ... Atav e vez klevet ar memes arguzennoù. Ha kopiañ tud bro Gembre, bro Euskadi... E(lec'h emañ kalz muioc'h a arc'hant postet evit ar yezhoù minorelaet, gwasket. Hag e Breizh emit-hu ? Hir eo an hent c'hoazh, ha koulskoude... Gant volontez vat e c'hellfer mont pell, ha dreist holl gant ur youl bolitikel a vank e devezh a-hiziv, gant ma vo intrudu politikerien, tud a vicher, tud ha youl-vat, yaouank ha kozh, kazell-ha-kazell, o lakaat muioc'h a vrezhoneg e vuhez foran, gant plijadur, gant nerzh ha gant ur spered krouiñ traoù nevez a sacho muioc'h a dud e Langonnet.

Daoust d'ar youl, d'an aozadur direbech, e c'hellfe seurt gouel degemer, evel e bro Euskadi pe e bro Gembre 50 000 a dud (betek 200 000 evit an Esteffod e Kembre, 200 000 e festoù Nafarroa, da skouer. Gant ma vo ar Vretoned aktourien o yezh hag o sevenadur, da vat !

Met arabat klemm : gourc'hemennoù d'an aozerien, ha brav e oa ar preder hag an emgavioù diwar-benn ur sujed ken pouezus evit dazont hor yezhoù.

Voir aussi sur le même sujet : gbb, stourm, niverel
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 1 commentaires
Natali AG Le Lundi 3 juillet 2023 13:51
Sur a-walc'h e vefe bet muioc'h a dud ma vefe bet muioc'h a aozadurioù ofisiel hag a atalierioù stourm... ar bloaz a zeu, perak ne zeuje ket ar Prefed da ginnig atalieroù war an hilastaliñ evit ar baotred? Hag an Drag-Queens, pelec'h e oant? D'am santimant e rankje GBB bout digoroc'h hag enkluzivoc'h e-keñver ar bed a-vremañ.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons