- Communiqué de presse -
Galv an UDB : al leve da 64 vloaz, follentez !
Setu galv an UDB Kreiz Breizh evit mont da vanifestiñ diriaou
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 14/01/23 9:48

Kemennadenn: 13/01/2023

UDB Kreiz Breizh a sav a-enep adaoz ar retredoù hag a c’halv da gemer perzh e manifestadeg Karaez d’an 19 a viz Genver 2023

Galv e galleg o c'hortoz hini e brezhoneg

Pezh a ouzomp eo e vez muioc’h-mui a dud en dilabour a-raok bezañ bet gouest anezhe da lakaat da dalvezout o gwirioù evit o leve. Pa zeu fin oc’h amzer labour e teu an traoù da vezañ diaesoc’h-diaesañ gant an dud ha kalzig anezhe zo skuizh-divi, divarrek da labourat pe gant un ehan-labour. Ampellañ oad ar retred da 64 bloaz a-benn 2030, diouzh un trimiziad ar bloaz adalek miz Gwengolo, a lakao an niver a dud a gemero o leve abretoc’h da greskiñ ha live ar pañsionoù da zigreskiñ dre-ma vo uheloc’h an diskodoù. Gant ur skodenniñ evit ar retred lakaet da 43 bloaz hag ar re yaouank a zo war ar studi o kregiñ diwezhatoc’h gant o labour e vo nebeutoc’h a vicherouerien gouest da gaout ur retred klok.

Goude an dud dilabour eo tro ar retredidi da zegas arc’hant e kefoù ar Stad. Dav vo deomp-ni bezañ niverus-tre er straejoù ha stourm kalet ouzh ar gouarnamant evit dont a-benn da lakaat anezhañ da zilezel e raktres direizh… n’eus ket met-se d’ober ! Neuze e c’houlomp gant an holl mont er straejoù : ar vicherourien, an implijidi, an dud dilabour, ar retredidi…

UDB Kreiz Breizh

Voir aussi sur le même sujet : leve, brezhoneg, udb
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 1 commentaires
Gwilhmod Le Dimanche 15 janvier 2023 07:58
da 64 Bloaz.
fin O amzer labour.
Un toull 200 miliard a vez bep bloaz e kef ar Stad. Ouzhpenn 3000 miliard a zleoù. Ne vez ket bugale a-walc'h o c'henel evit paeañ ar pañsionoù pa vint bras. An UDB evel boaz a zo stag e garr ouzh ar PSF hag an ekolomaniaked hep kinnig tra ebet, e-lec'h lakaat ar gaoz war emrenerezh Breizh dre an unvaniezh etre an HOLL vretoned. An UDB a zo un toull kleizelourien ha n'eus ket, e mod ebet, broadelourien vrezhon anezho.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons