Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Ar veleien yaouank - 13 munud e Breizh
Bet eo bet Dewi o darempred gant daou veleg yaouank evit klask kompren o buhez.
Florent Grouin Par BREZHOWEB le 23/11/22 16:12
Ar veleien yaouank / Les jeunes prêtres bretons - 13 munud e Breizh : Bet eo bet Dewi o welet Matthieu Vannier ha Kaourintin Samson, evit kompren gwelloc’h perak o deus graet en dibab-se.
Réalisation : Brezhoweb
(1 397 vues)
56437_1.png
Ha diaes eo evit ar veleien chom dizimez a-hed o buhez ? Setu unan eus ar goulennoù savet gant Dewi en 13 munud nevez-mañ !

Gwechall e vize ur person e pep parrouz e Breizh.

Hiziv n’eo ket gwir ken, start eo an traoù evit an Iliz, met bep bloaz e vez beleget un toullad tud memestra.

Emgav gant beleien yaouank, Matthieu Vannier ha Kaourintin Samson, evit kompren gwelloc’h piv int ha petra a vez graet gante.

Perak dibab ar vuhez-se hiziv an deiz ? Petra ‘vez desket ‘pad ar seminaer ha pegeit amzer a-raok bezañ beleg ?

Setu un nebeud goulennoù evit ober anaoudegezh gant bed ar veleien !

Istitlet e galleg hag e brezhoneg.

Rannoù all dre amañ !

Voir aussi :
2  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons