- Agenda -
D'an 21 a viz Kerzu : Nozvezh genskoazell evit Grain de sel (Kemper): klozadur an diskouezadeg Anna Preden + Sonadeg Noah ha Jean-Luc Roudaut
D'an 21 a viz Kerzu 'vo un nozvezh genskoazell evit GRAIN DE SEL e La Baleine déshydratée (Kemper) adalek 6 eur diouzh an noz. Klozadur an diskouezadeg "Faltazi ha gwirvoud" gant Anna Preden 'vo. Un digarez e oa evit degemer ar gevredigezh Grain de sel a sikour ar vugale a zo klañv bemdez. Gwerzhañ a raio ANNA PREDEN KARTENNOU HA SKRITELLOU evit benefisoù ar gevredigezh Grain de sel (lavarennoù e brezhoneg, troet e galleg hag e saozneg) Raktreset eo SONADEG NOAH HA JEAN-LUC ROUDAUT da 9 eur diouzh an noz hag ar PRED vo da virout evit d'an 10 a viz Kerzu, met gallout a reoc'h EVAN UR BANNE nemetken en ur brofitañ eus an aelgelc'h... Gortozet holl ac'hanoc'h evit an nozvezh vrav-se!
Par Anna Preden Anna Preden pour Anna Preden le 11/11/22 23:51
56365_1.jpg
Nozvezh genskoazell evit Grain de sel gant Anna Preden, Noah ha Jean-Luc Roudaut

Demat deoc'h,

Pediñ a reomp ac'hanoc'h d'an nozvezh genskoazell ar merc'her 21 a viz Kerzu a zeu, e la Baleine déshydratéé e Kemper.

Pal an nozvezh vo dastum arc'hant evit ar gevredigezh Grain de sel (bugale glañv). En em gannañ a ra ar gevredigezh-se bemdeiz evit dougen dinentez d'o c'hondisionoù degemer ha buhez en ospital: otoioù evit mont betek ar blok, atalieroù terapeutik … hag all.

Sinañ a raio klaozadur ma diskouezadeg « Faltazi ha Gwirvoud ». Taolennoù zo gant lavarennoù e brezhoneg (troet e galleg hag e saozneg). Chañs hor bo selaou sonadeg Noah et Jean-Luc Roudaut ivez. Ur pod-espern vo kinniget en nozvezh-se evit ar re o deus c'hoant.

Er mare-mañ ez eus un daolenn da werzhañ ha da welout e la Baleine déshydratée : "Harozed". Ma vefe gwerzhet an daolenn 'z afe ar benefisoù a-bezh d'ar gevredigezh. Gwerzhañ a rin kartennoù ha skritelloù e brezhoneg tennet eus an diskouezadeg, troet e galleg hag e saozneg . Ur marz vo miret evit dastum arc'hant evit Grain de sel. Kinniget vo Cdoù ha albomoù Noah ha Jean-Luc Roudault ivez. Peadra da reiñ ur prof gant ster hag alternativel.

Kontañ a reomp warnoc'h evit ho pezañs ha/pe sikour ac'hanomp da gelaouiñ diwar-benn an darvoud-mañ, e kreiz Kemper. An nozvezh-se, deiz diaraok Nedeleg, dasseniñ a raio hor c'halonioù evit ar vugale-se. Rak e-giz e ouzomp e vez roet re nebeud d'an ospital ha d'ar re glañv.

Ken emberr,

Anna Preden, livourez engouestlet.

0  0  
logo Peintre bretonnante engagée / influences celtiques, fantasy, citations
[ Voir tous les articles de Anna Preden]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 0) ?

ABP

  • À propos
  • Contact
  • Mentions légales
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons