Put your name here

Annonce
Barzaz Breizh : prezegenn Fañch Postig dimeurzh da 6 eur
Dont a raio ar c'hlaskour da gaozeal diwar benn Kervarker hag ar Barzaz Breizh, ha dreist-holl resisaet e vo gantañ al labour kaset da benn gant Donatien Laurent
Annonce de Kerne Multimedia

Publié le 3/09/22 15:03 -- mis à jour le 03/09/22 15:03
Kervarker displeget e brezhoneg :
Réalisation : frans 3
(240 vues)
55865_1.jpg
Donatien Laurent get Mari Harnay

Dont a raio ar c'hlaskour da gaozeal diwar benn Kervarker hag ar Barzaz Breizh, ha dreist-holl resisaet e vo gantañ al labour kaset da benn gant Donatien Laurent. Kemperle, kêr-benn ar Barzaz Breizh e 2022 ? Un diskouezadeg (a echuo d'ar 17 a viz Gwengolo evit devezhioù ar glad) e Ti ar Gwaregerien, un delwenn war bord an Ele, un hent dall anvet "impasse De La Villemarqué, ur blasenn "place du Barzaz Breizh" e lec'h e oa bet distrujet ti ar familh straed "ar C'hastell" (Bremond d'Ars hiziv an deiz), ur skolaj "Kervarker", ur maner gwerzhet 700 000 euro d'un den eus bro Normandi deuet da lakaat kezeg war ar parkeier, hag o reneveziñ ar maner ha trowardroioù evel e oant e XIXvet kantved)...

Met piv er vro, er skolioù, er skolajoù, el lise, a oar piv oa ar barzh meur ?

Prezegennoù ? Unan e brezhoneg (pennad video Frañs 3), unan gant klaskerien ar Skol Veur, Mannaig Thomas ha Fañch Postic fin miz Even 2022, ha, da heul, un abadenn gant Mibien Kerne e iliz Kroaz Santel. Enoret, neuze ? Ret e oa displegañ ivez d'an dud a pezh oa bet anvet "la querelle du Barzaz Breizh" pa oa jeu etre Fañch Mari an Uhel ha Kervarker. Ha cheñchet e oa bet a galz testennoù dastumet gant Kervarker ? 20 % ? Pa vez keñveriet gant ar C'halevala, n'eo ket kalz a dra... Deuit d'ober ho soñj dimeurzh e Kemperle !

Mediaoueg Kemperle, d'ar meurzh 6 a viz Gwengolo, da 6e, kenaozet gant an ti kêr ha Ti ar Vro Bro Kemperle, ha stal levrioù Penn da benn a vo serret da vat d'an 10 a viz Gwengolo (gwerzhet e vo levrioù ar stal, diriaou, digwener ha disadorn etre 10e ha 7e noz) .

Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 2 commentaires
  Penn Kaled
  le Samedi 3 septembre 2022 22:17
War ar porter da ma sonj ne ket Marie Harnay med ur vaouez a oa deus Langoned , Ma zad rise Marie Goac'hig dousti .,med ouzomp ket sur kant dre gant
(0) 
  Dominique Merrien
  le Dimanche 4 septembre 2022 16:27
Salud d'an holl.
Degemeret e vefen memes ma n'emaon ket deus Kemperle?
Deus Gwezeg emaon hag marteze vefe tud all dedennet gant ar brezegenn -se.
Dav eo lakaat e añv a-raok?
Trugarez 'vit ho respontoù...
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.