photos/55/55849_1.jpg
Diwan war blasenn St Mikêl, ba Kemperle, Rias 2022
- Lettre ouverte -
Lizher d'an dilennidi ha d'an dud e karg eus ar Fourneau : muioc'h a vrezhoneg er Rias, mar plij !
Setu ar pezh hon eus resevet digant Kuzulioù Skoazell hag AEPoù Diwan Kemperle ha Banaleg, asambles gant Lena Louarn
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 30/08/22 18:30

Setu ar pezh hon eus resevet digant Kuzulioù Skoazell hag AEPoù Diwan Kemperle ha Banaleg, asambles gant Lena Louarn :

Itronezed hag aotrounez, hag a labour evit festival Les Rias

Abaoe trizek vloaz e vroud ar festival ur mor a dud e bro Kemperle, o tegas huñvreoù, nerzh krouiñ, barzhoniezh, fent... e pep lec'h er vro. Arzourien etrebroadel, gant ul live uhel, a c'hoari e lec'hioù dianav, gant tud ar vro oc'h adperc'hennañ an douaroù a zo dezho, o chapelioù, o aberioù, o lec'h bevañ ha pa vefe naturel pe gladel dreistordinal.

Neuze, gourc'hemennoù deoc'h

Met evidomp e chom daou dra da labourat warno. Gwir eo, e vez lakaet da labourat a-gevret, tud ar vro evit al lec'hioù "kenvevañ". Fardañ a reont krampouezh, boued ar bed, bara pok-ha-pok, merañ a reont tavarnioù war tost an holl lec'hioù abadennoù, hag imoret mat e vezont evit prientiñ ar fest ha kenlabourat en un doare dreistordinal. Met, en ur pennad embannet nevez zo gant kelaouennoù ar vro hon eus lennet e oa un arzour hepken a oa eus ar vro, hag ar c'hentañ o chom e Kemperle abaoe... trizek vloaz : Philippe Janvier. Ne vefe ket posupl prientiñ daou di-annez e bro Kemperle, adalek miz Here, gant arzourien ha kompagnunezhioù lec'hel sikouret gant ar Fourneau, en ur brientiñ un abadenn war ar straed, liammet gant lec'hioù gladel, istorel ? Ha skignet e vefent e bro Kemperle goude les Rias, da skouer ? Gant krennarded, bugale, tud a vicher, en ur gemer harp war al labour brav-kaer kaset gant 55 bugel ha krennard eus bro an Alre, sikouret gant ur gompagnunezh eus bro Euskadi en abadenn "Dansomp ar vro" ?

Kar e-pad ar bloaz, ne vez ket kinniget kalz abadennoù d' an 3000 bugel ha krennard eus bro Kemperle gant an tiez-kêr : e Kemperle etre 100 ha 300 plas pa ya mat an traoù, ur c'hempouez da adlabourat eo, evit kinnig da bep bugel ha krennard un abadenn e-pad ar bloaz hag aze e vefe un abadenn kenbroduet gant les Rias hag ar Fourneau ? Hag un abadenn da c'hoari war porzh ar skol, el levraouegoù, hag evit an tri rumm skolioù (Diwan, prevez, publik) ?

Poent diwezhañ : ar brezhoneg. Sinet e oa bet gant c'hwezek kumun Kemperle Kumuniezh ar garta Ya d'ar brezhoneg, ouzhpenn 600 skoliad da lavaret eo 11% eus bugale Kumuniezh kumunioù ar Vro, dregantad uhelañ Kerne-Izel, brezhonegerien kozh ha yaouank a gomz bemdez er yezh-mañ hag a vez komzet hiziv-an-deiz gant 200 000 den (ur milion a dud e penn-kentañ an XXvet kantved), tadoù ha mammoù, tud kozh, mignoned a gomz gant ar vugale e brezhoneg. Met diwelus e chom ar yezh-mañ e-pad ar festival, estreget e skol Diwan, e-lec'h ma klask pratikoù zo komz brezhoneg evit prenañ ur grampouezhenn, e-lec'h ma vez laouen tud yaouank ha kozh eus Breizh a-bezh oc’h eskemm diwar ar c'helenn e brezhoneg, pe dre soubidigezh, forzh peseurt yezh e vefe. Al label "Bro Arz hag Istor" roet da Gemperle Gumuniezh a zo diazezet war deir elfenn, hag unan anezho a zo ar brezhoneg. Ni ho ped da ziwall muioc'h 'benn bloaz, trugarez da reiñ muioc'h a blas da yezh ar vro (ha nompas hepken war ar paper brav e kazetennoù an tiez kêr), e flyers les Rias, evit kinnig an abadennoù, evit diskouez an hent d'an dud.

Gant ar spi e vo selaouet mat ar pezh emaomp oc'h embann hiziv, kar e ouzomp pegen pouezus eo evid lod ac'hanoc'h ar politikerezh yezhel ha sevenadurel, ha n'eus douetañs ebet evidomp e vo posupl labourat asambles ganeomp, stourmerien vrezhonek ar vro, a ra war dro ar garta YAB, gant ar promesaoù ho peus graet hag ar prezegennoù war ar yezh ha sevenadur ar vro a oa ken brav.

gant hor gwellañ gourc'hemennoù

Kevredigezhioù  Kuzul Skoazell Skol Diwan Kemperle, AEP Skol Diwan Kemperle, Fea, Kuzul skoazell skol Diwan Banaleg, Lena Louarn bet e karg politikerezh Yezh Rannvro Breizh e 2010/2021.

Voir aussi sur le même sujet : stourm, brezhoneg, rias
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons