Put your name here

Abadenn a-ziwar istor ar Rwanda, gant ur milion a dud lazhet e tri miz, e 1994
Abadenn a-ziwar istor ar Rwanda, gant ur milion a dud lazhet e tri miz, e 1994
Papier
Les Rias : miliadoù a dud, krouiñ, barzhoniezh e leizh
Gant an amzer vrav, daou vloavezh ehan pe dost, e oa gortozet gant tud ar vro ha tud sot gant ar c'hoariva er straedoù, ar brasañ festival gouestlet d'an arzourien-se e Breizh, ha n'int ket bet dipitet, war a seblant
Papier de Kerne Multimedia

Publié le 28/08/22 21:41 -- mis à jour le 28/08/22 21:41
Les Rias : un abadenn eus Roazhon a liamm hip hop ha barzhone :
Réalisation :
(77 vues)
Les Rias : un abadenn eus Roazhon a liamm hip hop ha barzhone :
Réalisation : tvbk -fea

Gant an amzer vrav, daou vloavezh ehan pe dost, e oa gortozet gant tud ar vro ha tud sot gant ar c'hoariva er straedoù, ar brasañ festival gouestlet d'an arzourien-se e Breizh, ha n'int ket bet dipitet, war a seblant 3000 a dud war dachenn velldroad An Arhanaou, miliadoù a dud bemdez e Lokunole, Tremeven, Banaleg, Molan, Kemperle, Rieg... Penaos dibab pa vez abadennoù d'an hevelep eur ? Penaos kavout ur plas evit parkañ an oto ? Penaos debriñ ? Azezañ ? Aze e vez gwelet daou seurt a arvester : an hini boaz hag a ra pemp abadenn bemdez, gant ur gador a bleg, ar bara pok ha pok er sac'h kein, ul levr pa vez hir an amzer da c'hortoz... hag ar re nevez erruet, kollet buan, hag a zo a-dreñv ar re "a oar", ne welont ket kalz a dra, ha gantañ kilometradoù d'ober war ar straedoù...

Hag an abadennoù, emit-hu ? Abadenn ebet e brezhoneg, netra skrivet, ger ebet e brezhoneg er program, " ecocups " gant gerioù e brezhoneg, n'eus ket ken. Ha neuze, tud Breizh a zo ?

An div danserez Distro a zo eus an Oriant, Groove Cie a gont ur soner a zo chom ba Kemperle, Kumpagnuniezh Derezo a labour e Brest abaoe 20 vloaz, tud Becherel (L'instant dissonant), tud Roazhon (Version 14), Plañvour (La fugue), 27 strollad en holl, 22% eus ar vro. N'eo ket fall...

Met pep tra a zo divizet gant Le Fourneau e Brest, kinnig ebet o tont eus ar vro. Petra ra an dud aze ? Ar surentez (15 karr-tann "maout", evit Kemperle hepken), ar boued (kevredigezhioù lec'hel, anvet "espaces de convivialité), ar parkoù-lec'h (tud paeet gant le Fourneau kar ne vez kavet den ebet evit seurt labour, anat deoc'h...)...

Neuze, perak nompas implij energiezh an dud, spered krouiñ war an dachenn a zo gant an dud, sonerien, aktourien, grafourien, danserien... evit sevel div abadenn "e ti-annez" da skouer ? War ur sujed dibabet amañ, labouret 'pad ar bloaz, liammet gant an dud a youl-vat, gant barregezhioù ar vro, batimantoù, savadurioù istorel, lec'hioù brav... ha treiñ war lerc'h e anv ar vro ivez ?

Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.