-- Langues de Bretagne --
Publié le 9/03/22 10:08 -- mis à jour le 09/03/22 10:08
Merc'hed ampart war ar c'han, graet ganto da 22 vloaz, meur a gan ar bobl, meur a festoù-noz e pep lec'h er vro, stajoù kan forzh pegement, stummadurioù gant Louise Ebrel, Rozenn Taleg, ha kement-zo tout e Breizh !
An teir, Eben, Ahes... Ar merc'hed a gan e kan ha diskan abaoe pell. Kanet o doa gant o skolaerien Loig Jade e Ploeur evit Enora, Gwenole Larvol e Douarnenez evit Marine, ha gant skolarien ha kanerien bro Dreger evit Sterenn D. Gant Sterenn G., kejet he doa ouzh Marine hag Enora pa oa e skolaj Diwan Kemper. O kemer perzh e kleub kan ha diskan e-pad pevar bloaz, etre kreisteiz ha div eur, e teue tud evel Louise Ebrel, Gi Penseg, Anne-Marie Colomer... Hag e veze prientet pep bloaz kan ar bobl bro Gerne. Meur a wech int bet trec'h, gant sonennoù bro Gerne.
Hag erruet an teir e lise, setu Sterenn o kanañ gant Marine, o kregiñs tajoù kan ha diskan e Poullaouen, oc'h ober anaoudegezh gant Annie Ebrel, Rozenn Taleg...
Ha kroget an avañtur war leurennoù brasoc'h evel hini Gouel ar Gelted, div wech, asambles gant Jonathan Dour, hag e strollad. Ha dao, da vro Skos evit kanañ asambles gant kanerezed yaouank brudet tramor.
Met n'eo ket tout ! Piv en doa kompozet hag enrollet sonenn ar Redadeg, ar rumba, a lak pep hini da redek gant plijadur ? Ar merc'hed, gant ur ganerez eus Douarnenez bet e Diwan ivez.
Ha setu, daouzeg vloaz goude, ar merc'hed yaouank oc'h enoriñ Louise Ebrel e Kastelnevez ar Faou (sellit ouzh ar video dindan), a yelo da Durin, gant 180 milion a dud o sellout outo, o kas ar brezhoneg war al leurenn 26 vloaz goude Dan ar Braz.
Gwregoulerezed, stourmerezed evit ar brezhoneg hag ar repuidi, anat, ne ra 'met kregiñ evit merc'hed kool, gant ur sevenadur don e bed ar c'han e Breizh hag ar c'hoant da lakaat anezhañ war hentoù nevez.
Gourc'hemennoù d'ar skipailh, ha bec'h d'al labour, Jakobined brein o klemmichat n'o deus ket da lakaat skoilhoù war o hent, ken simpl ha tra.
Pa vez ar spered krouiñ, an intrudu, ar fent, an doujañs ouzh ar re o doa treuskaset teñzor ar yezh hag ar sevenadur Breizh dezho, ne c'hell mann ebet mirout outo da genderc'hel gant o raktresoù ken brav !
- Breizh Ukrainia : kan ar c'hengred par Kerne Multimedia le 17/05/2022
- Aet eo Mona Bouzeg d'an Anaon : brezhoneg ar vro e penn he stourm par Kerne Multimedia le 24/04/2022
- Carn, ur gazetenn etrekeltiek par Tvbro kemperle le 13/02/2022
- Erwan Vallerie : un den a ouie kement a draoù, displeget ken mat gantañ par Tvbro kemperle le 12/02/2022
- Stourm Kebeg oc'h erruout e Breizh par Kerne Multimédia le 09/02/2022
- Mont gant an hentoù, levr nevez Herve ar Gall par Tvbro kemperle le 31/01/2022
- An druizh a zo aet da Baradoz ar Gelted par Kerne Multimédia le 28/01/2022
- 2000 a dud ba Gwened evit ar 27vet manifestadeg evit ar frankiz ha gwirioù mabden par Kerne Multimédia le 08/01/2022
5 | 0 | Tweet |
![]() |
Rein a reomp arc'hant evit kenderc'hel raktresoù nevez evel hini e bro -Dreger e Peroz-Gireg " Ar Genkiz" graet gant Diwan , setu un intrudu dedennus-kenan .Gwelit kelaouennoù e-barzh kazetenn "Ya" niverenn 874 evit skoazellan ar poellgor eno !