Aet eo Erwan Vallerie d'an Anaon, ha chom a raio e sell lemm, e fent hag an doare fin en doa da lakaat war wel traoù gwir ha skiantel diwar istor ar vro
Deuet e oa da Gafe filo Kemperle evit an Taol Kurun. Met, daoust d'ar c'hafe filo bout kelaouet, n'o doa ket bet c'hoant an aozerien da cheñch titl an tabut "Breizh, ur rannvro ? ". E div vunutenn en doa displeget krak ha berr Erwan Vallerie d'an 50 a dud a oa e kafe "la mouche qui louche" ba Kemperle, e oa nul ar goulenn kar ne oa ket ur rannvro, met ur vro. Ha neuze e oa ret cheñch ar goulenn, pe kemer ur banne asambles o kontañ kaoz diwar traoù all...
Setu penaos e oa an den, un den just, un den reizh, un den a seurt se hag a vank hiziv an deiz e Breizh. Gant ma vo en amzer dazont tud ken uvel ha ken ouizek oc'h en em vodañ evit sevel ur gwir vro emren a fed energiezh, sevenadur ha politikerezh.
0 | 1 | Tweet |
|