- Communiqué de presse -
Abadennoù e brezhoneg gant Skol ar C'hleuzioù
Abadennoù e brezhoneg a vo aozet gant Al Levrig - Ti ar Vro Treger-Goueloù asambles gant kevredigezh Skol ar C'hleuzioù d'ar Gwener 17 ha d'ar Sadorn 18 a viz Du. Ur gaozeadenn a vo d'ar Gwener da noz e Ti ar Vro Kawan, ha dudi an deiz war-lerc'h, chantier
Par Guillaume Morin pour Al Levrig le 10/11/06 16:08

Abadennoù e brezhoneg a vo aozet gant Al Levrig - Ti ar Vro Treger-Goueloù asambles gant kevredigezh Skol ar C'hleuzioù d'ar Gwener 17 ha d'ar Sadorn 18 a viz Du. Ur gaozeadenn a vo d'ar Gwener da noz e Ti ar Vro Kawan, ha dudi an deiz war-lerc'h, chantier ha baleadenn e Pouldouran, e-kichen Landreger.

Gwener 17/11, da 8e30 e Ti ar Vro (Kawan) Ul labour dispar a ra Fañch Jestin hag e gevredigezh Skol ar C'hleuzioù da adsevel kleuzioù e bro ar Roc'h Derrien. Dont a raio da gontañ dimp ar perag hag ar penaoz ha kinnig troñsañ hon mañchoù a-benn lakaat an traoù e pleustr er chantier divyezhek a vo en deiz war-lerc'h e Pouldouran.

Sadorn 18/11 - Pouldouran 9 eur 30 beure : sevel ur voger vein sec'h gant Skol ar C'hleuzioù 2 eur goude merenn : baleadenn war Hent ar c'hleuzioù Emgav da 9e30 (pe 2e) war blasenn Bouldouran.

Ur wech ar miz, d'ar Gwener da noz da 8e30 e vez aozet un abadenn vrezhonek gant Al Levrig e Ti ar Vro Treger ha Goueloù en Kawan. Pedet e vez un den disheñvel bep tro, da gomz diwar-benn un tem bennak e brezhoneg. Digor eo d'an holl.

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons