Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Yerom Bosch,
Yerom Bosch, "Pignifigezh ar re venniget", w.-d. 1505-1515
- Agenda -
Kafedi Speredelezh : "Ar 'marv" : ha goude ? hag a-raok ? (lusket gant Rafael Urien)
Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ?...hag a-raok ?" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Yaou 28 a viz Here 2021, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 23/10/21 17:35

Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ?...hag a-raok ?" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Yaou 28 a viz Here 2021, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Setu erru neuze mare kala-goañv. Gant petra e c’hallfemp plediñ neuze ?

Gouelioù sot-nay made in USA mat evit bugaligoù un disterig diwezhat ? Pe chom gant ur meneg diwar-c’horre eus ar re dremenet gant arouezioù ken sot-nay all a gaver war ar rouedadoù kevredigezhel ?

Ha ma tennfemp, er c’hontrol, digarez eus gouel an Anaon evit, dres, gouzout hiroc’h diwar o fenn ? Ha komz siriusoc’h – pezh ne dalvez ket "tristoc’h" evit se – eus an tabou klokañ a c’hall bezañ : ar VARVIDIGEZH (an darvoud) hag ar MARV (ar stad a zeu da heul) ? N’eo ket tre, da gentañ-holl, diouzh sell ar relijion-mañ-relijion : diouzh sell an enklaskoù skiantel a vez kaset war-raok ne lavaromp ket, abaoe labourioù Raymond Moody hag Elisabeth Kübler-Ross er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 pergen ne lavaromp ket. Da c’houde e c’hallimp keñveriañ disoc’h an imbourc’hioù-gant kredennoù hengouel ar relijioù pe gant kredennoù "folklorel" ar bobl-mañ-pobl : ha dislavarus e vefent ? Ha doareoù poblek ha denel e vefent, er c’hontrol, da ziskrivañ pezh a c’hoarvez pe a c’hoarvezo da bep hini ac’hanomp ? Rak, ha pa’z afe da get hon emskiant pe ha kendalc’hfe, diaes eo goulakaat e varfemp e doareoù disheñvel diwar zigarez omp Brezhoned pe Papoued, diwar zigarez hon c’hredennoù relijiel pe folklorel disheñvel.

Hogen ma c’haller bezañ prederietoc’h, evit abegoù anat, gant pezh a c’hoarvez "goude", prederiañ don war ar "goude" a zegas buan da brederiañ war an "a-raok" : prederiañ war ar marv a zegas, pezh a zo pouezusoc’h a-benn ar fin, da brederiañ war ar vuhez. Ha penaos e voe "krouet" hon emskiant, tra dizanvezel ? Eus an danvez, dres, evel disoc’h un argerzh kimiek luziet savet gant neuron hon empenn ? Pe, er c’hontrol, abalamour da natur disheñvel-krenn an emskiant (tra dizanvezel) ha ar c’horf (tra danvezel), o defe tonkadoù disheñvel a-raok ha goude hor "buhez" denel : bezañ krouet diwar kelligoù deuet eus hon tadoù hag hor mammoù, mont da boultr goude hon tremenvan, evit ar c’horf ; bezañ bet a-raok ha kenderc’hel da vezañ da c’houde, evit an emskiant ?

Lakaomp neuze e c’hallfe bezañ ur gwirvoud en tu-hont d’ar pezh hol laka hon emskiant denel da verzout : petra e c’hallfe bezañ ? Ha gallout a rafemp mont e darempred gantañ ? Ha reizh e vefe klask en ober ?

Anat a-walc’h ne vo ket displeget deoc’h, krenn-ha-krak "Setu pezh a c’hoarvez ha pezh a zo da c’houde", met kentoc’h "setu pezh hol lak da soñjal disoc’hoù an enklaskoù". N’eus ket anv amañ da "c’houzout" : "gouzout hiroc’h" ne lavaromp ket.

Diwallit ! Trugarez da blegañ ouzh ar reolennoù a zo rediet deomp gant ar Stad c’hall a-fet “pass sanitaire“, maskloù ha kement ‘zo. Endalc’het eo ar Finnegans, a zo hegarat a-walc’h d’hon degemer, da lakaat ar reolennoù-se da vezañ doujet outo gant neb a zeu e-barzh.

A-hend-all, ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ ur banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.

Voir aussi :
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 2 commentaires
Naon-e-dad Le Lundi 25 octobre 2021 15:10
Le domaine des EMI (Expériences de mort imminente) ou NDE (Near Death Expériences) est une chose. Je n’ai pas lu les auteurs cités en référence. Il reste que franchir le pas, sans retour, c’est précisément venir au contact d’une réalité, présente, profonde, qui nous est ici-bas voilée. Cette réalité n’est pas accessible à la science.
Une question intéressante serait d’essayer de situer ce type d’expérience (EMI/NDE) par rapport à l’expérience spirituelle, qui elle aussi peut-être vertigineuse (plus encore ? ou différemment ?).
Bon courage pour aborder ces questions en breton. Mais le français , non plus qu’aucune autre langue, n’est pas plus aisé pour parler de l’extrême réalité. C’est pourquoi in fine, la littérature évangélique (tissée et fixée par les premières générations chrétiennes, entre +50 pour Saint Marc et +100 pour Saint Jean), et qui vient comme un point d’orgue sur la bible hébraïque (si l’on adopte un point de vue chrétien), cette littérature relève du grand art. Rendre compte de l’événement christique, face auquel, à l’époque comme aujourd’hui, et dès lors qu’il en a connaissance, chacun est amené à se positionner.
L’EMI n’apparait que comme une expérience limitée, bien qu’elle conduise sur un seuil. Est-elle le meilleur point d’entrée pour parler de la condition humaine ou se figurer ce qu’elle est ? En tout cas, elle n’y suffit pas.
Kalon vat deoc’h evit kaozeal diwar-benn-se e brezhoneg. E galleg n’eo ket aesoc’h, kennebeut. A-benn ar fin skriturioù an Aviel (hini Sant Yann, dreist holl) a zo dispar. D’am meno, pouesusoc’h war an dachenn-mañ, n’eus ket !
(0) 
Naon-e-dad Le Mardi 26 octobre 2021 11:54
Ar gemenadenn -mañ, n'eo ket evit bezañ embannet.
.
N'emañ-eñ nemet evit sachañ ho evezh ouzh ur faziig a chom en titl ar pennad.
(kusket gant Rafael Urien) >>> (lusket gant Rafael Urien)
.
A galon
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons