Prest eo an hent, ar skipailhoù, ar videoioù... Met aotreet e vo an dud da redek ? Ha masklet e vint ? Ha pegement a gilometradoù a chom da baeañ ? Hag ar skipailhoù lec'hel ? Ha... ?
An dra sur : prest eo al lec'hienn, ar boutik, ar staff da aozañ an traoù. War an dachenn, n'eo ket ken simpl, ken digalonekaet eo an aozerien abaoe mizvezhioù o nullañ abadennoù, raktresoù, festivalioù...
Evit gouzout hiroc'h, kit war al lec'hienn :
https://www.ar-redadeg.bzh/
Hag evit gortoz, setu ur c'hlip video sevenet gant tud a feson, brezhonegerien, re vouzar, bugale ha tud kozh, o teskiñ gerioù simpl e brezhoneg, spered an traoù filmet brav, fromus, gourc'hemennoù dezho !